Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/735

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

den lavaret pegement a boan a gemeraz evit skleraat ho sperejou ha lamet ann dizursiou hag ar giziou fall euz ho zouez. Hogen, Magloar a zalc’he bepred koumpagnunez d’he genderv e kreiz he labouriou abostolik, ha goude he varo e oue hanvet da eskop enn he blas.

Ebarz er garg-ma e prezege heb ehana evel Samson, hag, evel Samson ive, ez oa evit ar bobl eunn tad leun a garantez hag eur pastor meurbed eveziant. Mes tudchentil ar vro a veze aliez e brezel ann eil ouz egile, ha Magloar n’oa ket evit gouzanv ann dra-ze. Dont a reaz erfin da skuiza gantho ha goude beza gouarnet he eskopti epad tri bloaz, gant eur furnez hag eunn dousder hag a c’houneze d'ezhan kalounou ann holl, e lakeaz henvel sant Budok enn he blas, evit mont he-unan da ober he ermitach eunn hanter-leo dioc’h Dol.

Eno e tremene he amzer o pedi, o vedita hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Chom a rea pell hag hirr da veilla enn noz, hag aliez ne gouske banne. Ne zebre kouls lavaret tamm ken nebeut, ha ne eve morse nemed dour. Ato e veze guisket deread ; mes dindan he zillad all e touge bepred eur zae reun.

Ar brud euz he zantelez a reaz da eur maread tud diredet d’he gaout a bep tu. Darn a deue hebken evit he velet, darn all evit goulenn kuzul diganthan, ha darn all erfin evit he bedi da obten evitho digant Doue ar iec’hed pe eur c’hras all bennag.

Eur c’hount pinvidik euz a enez Jerze, o veza bet pareet ganthan dioc’h eur c’hlenved heuzuz, a roaz d’ezhan ann hanter euz ann douarou en doa enn enezenn-ze. Neuze ar Zant a ieaz di da zevel eur gouent, hag heb dale e oue er gouent-ma ouspenn tri-ugent manac’h. Prest goude, e oue eur gernez vraz e Breiz, hag eleiz a Vretouned, euz ar renk huela zoken, a oue dare d’ezho mervel gant ann naoun. Mes kaout a rejont sikour e kouent Magloar e Jerze. Ar Zant, leun a fizians e Providans Doue, a ingalaz entrezho ann ed hag ann traou all a dlie servichout d’ezhan da vaga he venac’h. Doue hen rekoumpansaz o pourvei da ezommou ar re-ma enn eunn feson burzuduz, ha n’e ket boued a vankaz d’ezho.