ziouall dioc’h ar pec’hed, ha Doue en deuz hon rekoumpanset o rei d’eomp perz enn he c’hloar hag enn he joauzded. Grit evelse hoc’h-unan, hag eunn deiz e viot ive euruz asambles ganeomp. »
Lagad ann den n’en deuz biskoaz guelet, he skouarn n’en deuz biskoaz klevet, hag he spered ne c’hello biken koumpren pegen dudiuz eo beza e baradoz ann Aotrou Doue. N’euz ket eta da varc’hata ; red eo poania da erruout eno goude ar vuez-ma, kousto pe gousto. Eno ema tud hor bro ouz hor gortoz ; eno ema dija marteze lod euz hor c’herent, euz hor mignouned. Ma ne d-eomp ket di, ez aimp d’ann ifern : enn unan euz ann daou blas-se e renkimp chom da viken. Rak-se divorfilomp, hag, enn eur zevel hon daoulagad etrezek ann env, leveromp gant sant Aogustin : « — O palez kaer a Zoue, el leac’h m’eo peb tra dous ha n’ez euz netra c’houero ; palez heb he bar, el leac’h ma vezo ar roz heb drein, ar peoc’h heb brezel hag ar vuez heb fin ; piou ne vezo ket joa ganthan labourat, o c’houzout ez oc’h ar rekoumpans euz he labour ? Piou a c’hellfe fallgalouni, o c’houzout ez euz ennhoc’h eur gurunenn da lakaat var he benn ? »
oude beza hor galvet deac’h da henori dre eur gouel solanel ar zent hag ar zentezed a zo dija ho eneou er baradoz, hor mamm zantel ann Iliz hor galv hirio da bedi a-unan ganthi evit anaoun ar purkator. Deac’h, evit sevel hor sperejou hag hor c’halounou etrezek ann env, hor mamm zantel ann Iliz e devoa kemeret he-unan enn he offisou, evel pa lavarfenn, eunn doare laouen ha skeduz. Soun gae ha skiltr ar c’hleier, ar c’han skanv, huel ha dudiuz, ar bokedou a lugerne var ann aoteriou ha liou kaer ann ornamanchou sakr : kement tra a velemp ha kement tra a glevemp a zigase da zonj d’eomp euz a c’hloar hag euz a euruzded ar Zent baradoz.
Mes hirio hor mamm zantel ann Iliz e deuz chenchet