Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/749

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



SONJIT ERVAD

Eur pec’hed veniel hebken a zo aoualc’h evit beza koundaonet d’ar purkator ; koumprenit dre eno peger braz drouk eo ar pec’hed veniel. Ouspenn-ze, evit mont var ehun d’ar baradoz goude ar maro, e renker beza dizle a-grenn dirak justis Doue. Hastit affo eta paea da justis Doue er bed-ma ar boan dleet d’ho pec’hejou tremenet gant aoun na ve red d’ehoc’h he faea er bed all, hag epad pell amzer marteze, e tan ar purkator.




ann trede devez a viz du


SANT GUINAL, ABAD


————


Guinal pe gueneal (eal guenn) a ioa ganet e Kemper e tro ar bloaz 454. Eur paotrik koant oa enn he vugaleach ; mes eur paotrik a spered oa ive hag eur paotrik devot. He dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue ; deski a rejont d’ezhan abred he bedennou hag he gatekiz, ha goudeze hen lakejont er skol gant eur mestr fur ha vertuzuz.

Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa zigouezaz da zant Guennole, abad Landevennek, tremen dirak ti he dad. Guinalik a ioa eno o c’hoari e kichen ann or asambles gant he gamaladed. Mes kerkent e lezaz ar c’hoari a gostez evit chom da zellet ouz ar Zant. Neuze Guennole a c’houlennaz outhan: « —Krouadur, dont a rafez ganen-me da Landevennek ? » Guinalik a respountaz raktal: « — Ia, c’hoant am euz da vont da zervicha Doue enn ho koumpagnunez ha da gaout ac’hanhoc’h da zuperior. » Sant Guennole n’edo ket o c’hedal eunn hevelep respount. Setu perak e oue souezet-maro o klevet ar paotrik, hag e lavaraz d'ezhan : « — Re iaouank oud c’hoaz ; Landevennek a zo pell ac’hann : n’oud ket goest da vale betek eno. »

Mes Guinal a respountaz adarre : « — Ann nep piou bennag, eme ann Aviel, a grog enn alar hag a zell adren he gein, hennez ne ket mad da vont d’ar bara-