Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/760

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

meur. Goudeze ec’h en em dennaz enn eur gouent leanezed, hag eno e varvaz e peoc’h ha leun a veritou. He mab a oue savet gant sant Jildas e kouent Rhuis. Hogen, Tremeur a ioa eur paotrik fur ha devot evel he vamm ; evel eunn eal oa enn he vugaleach, ha Doue a ziskouezaz dre veur a virakl peger braz mignoun oa d’ezhan. Mes plas ann eal-ze n’edo ket var ann douar.

Tremeur a ioa c’hoaz iaouankik-flamm pa’z eaz da bourmen var ar meaz, eur zulvez, goude m’oa echu ann offisou. A greiz he bourmenadenn ec’h erruaz gant he dad, ha kerkent Komor, dallet gant ar gounnar, a zaillaz varnhan evel eul loan gouez, hag hen dibennaz heb damant ebed d’he oad, evel m’en doa dija dibennet he vamm. Parrez Karaez e deuz choazet ar zant-ma evit he fatroun.


SONJIT ERVAD

Hor Zalver Jezuz-Krist en deuz santifiet ar briedelez enn eur ober eur zakramant anezhi. En em gomportit eta bepred er stad-se evel guir gristenien, ha nann evel paianed, pe evel anenvaled. Diouallit da ober morse netra a enep ann urs merket gant Providans Doue, ha resevit ato gant eur galoun anaoudek ar vugale a roio d’ehoc’h. Ar vugale-ze a raio eunn deiz ho kloar hag ho kurunenn enn env ma lakit ho poan d’ho c’helenn ha d’ho zevel egiz ma’z eo dleet. Mes ne c’hortozot ket keit-ze evit kaout eur c’henta digoll euz ho labour. Rak var ann douar-ma ive, eunn tiad bugale savet mad a ro kalz laouenedigez d’ann tad ha d’ar vamm gristen enn ho c’hosni.




ann eizved devez a viz du


AR PEVAR GURUNET HA PEMP ALL, MERZERIEN
————


Niver ar verzerien a zo ker braz ma renk ann Iliz henori meur a hini anezho er memes devez. Evelse, hirio e ra memor euz a nao asambles, hac ann nao-ma a veve holl enn amzer ann impalaer Dioklesian. Ar pevar genta a ioa pevar breur, tud a feiz ho fevar, ha prest da skuill ho goad evit Jezuz-Krist. N’o doa aoun ebed evit diskouez ann heuz o devoa oc’h ann idolou, hag ar brud