Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/767

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


SONJIT ERVAD

Mar fell d'ehoc'h chom bepred pur ha chast, grit evel sant Andre Avellin epad m'edo oc’h ober he studi. Ne gollit morse ar guel a Zoue, ha bezit ato devot d’ar Verc’hez. Ma ne c’hellit ket lavaret bemdez ar chapeled enn he henor, lavarit da vihana eul lodenn anezhan pe eunn Ave Maria bennag. Evelse e viot ive, koulz hag ar zant-ma, treac’h d’ann drouk-spered ha da gement hini a glaskfe ho tougen d’ar pec’hed. Troad ar Verc’hez a flastraz penn ar zarpant ifern ; he dourn gallouduz a roi d’ehoc’h ive ar gounid var ardou ann diaoul hag ioulou direiz ar c’horf.



ann unnekved devez a viz du


SANT MARTIN, ESKOP


————


Ar zant-ma a ioa ganet enn Hongrii-Izela, hag a oue savet e kear Pavii enn Itali, el leac’h m’oa en em dennet he dud. Ar re-ma a ioa paianed ; mes hen a felle d’ezhan beza kristen, ha kerkent hag ann oad a zek vloaz ez eaz d’ann iliz enn despet d’ezho evit lakaat he hano da reseo

Goulskoude, o veza ma’z oa he dad offiser hag offiser a renk huel zoken, e oue galvet d’ar zervich a benn pemp bloaz goude, ha ne oa ket badezet c’hoaz. N’euz fors ; Martin a vevaz enn arme evel eur manac’h enn he gouent, ha morse ne oue guelet o koueza enn dizursiou a zo ker stank etouez ar zoudarded.

Mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he garantez evit ar beorien. Eunn devez, epad ar goanv, er blavez-se ar goanv a ioa rust meurbed, e kavaz,