Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/776

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Biteenn, petra bennag m’oa c’hoaz iaouank, ha goudeze e oue lakeat da abad e kouent Vilna. Erfin, arc'heskop Polosk o veza maro, ar Zant a oue choazet enn despet d’ezhan evit delc’her he blas.

Ebarz er garg-ma e kendalc’haz, ken dre he gomzou, ken dre he skridou, da zifenn ann Iliz hag ar Pab a enep ann dud fallakr a rea brezel d’ezho hag a gounte a bep seurt gevier divar ho fenn. Mes ann dra-ze ne reaz nemed kreski ar gounnar o doa ar chismatiked outhan, hag ar re-ma en em glevaz evit lamet he vuez diganthan.

Josaphat o veza eat da gear Vitebsk da ober he vizit a bastor, he enebourien a zaillaz var ar palez el leac’h m’oa diskennet, hag en em lakeaz da skei gant he zervicherien ha gant ar re a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Ar Zant a glev ann trouz hag a deu d’ho c’haout enn eur lavaret : « Va bugale, perak e skoit-hu gant va zervicherien ha va mignouned ? Mar d-eo ouzinn-me oc’h euz drouk, setu me ama. » Ann dud fallakr-se a jom sebezet-holl oc’h he glevet. Goulskoude daou anezho a gri : « D’ann traon ann hini a zo evit ar pab ! » Hag unan euz ar re-ma a zarc’ho eunn taol kiffien var dal Josaphat, hag egile a faout he benn d'ezhan gant eun taol bouc’hal.

Enn despet d’he c’houliou, ar Zant a c’hellaz c’hoaz ober sin ar groaz ha lavaret : « O va Doue ! Neuze he vuntrerien a laoskaz daou denn fuzuill varnhan, hag evelse e varvaz, d’ann 12 a viz du euz ar bloaz 1623, oajet hebken a bevar bloaz ha daou-ugent. Ar pab Pi Nao hen lakeaz e renk ar Zent er bloaz 1867, hag ar pab Leon XIII en deuz ordrenet ober he offis e kement korn a zo er bed katholik.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a zo bet lakeat d’ar maro abalamour d’ar garantez en doa evit ann Iliz hag ar pab. Ne c’hell beza maro ebed gloriusoc'h eged hennez ; rak ann iliz eo pried Jezus-Krist, hag ar pab eo he vikel var ann douar. Mervel evit ann Iliz hag ar pab a zo eta mervel evit Jezuz-Krist he-unan. Bezit prest ive ato da zifenn ann Iliz hag ar pab a enep ar re a ra brezel d’ezho hag a gount a bep seurt gevier divar ho fenn ; evelse o pezo perz er bed-ma e mirit sant Josaphat, hag er bed all o pezo eunn deiz perz enn he c’hloar.