Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/777

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


ar pemzekved devez a viz du


SANTEZ JERTRUD, GUERC'HEZ


————


Jertrud a ioa ganet e kear Eisleben enn Allemagn, hag en em voestlaz da Zoue enn eur gouent euz a Urs sant Beneat kerkent hag ann oad a bemp bloaz. Divar neuze e vevaz evel eunn divroadez var ann douar, ha ne zonjaz mui nemed e traou ann env. Ann darn vuia euz he amzer a dremene o pedi hag o vedita, hag evelse ec’h erruaz heb dale enn huela pazenn euz ar zantelez.

Ne oa c’hoaz nemed tregont vloaz pa oue choazet evit beza superiorez. Hogen gouarn a eure he c’houent gant kement a furnez ha lakaat a reaz eunn urs ker kaer ennhi ma’z oa henvel ouz eunn tiad elez. Evithi da gaout ar renk huela ha da veza mamm ha mestrez al leanezed all, ne felle d’ezhi beza kemeret nemed evit ann diveza hag ann distera anezho. Ho zervicha a rea he-unan, ha ken humbl oa ma lavare n’oa ket evit koumpren penaoz e c’helle Doue gouzanv eur bec’herez eveldhi.

He brasa plijadur oa medita e tal ar groaz pe eharz ann tabernakl, hag ar zonj euz a basion hor Zalver, pe euz ar garantez a ziskouez d’eomp er zakramant adorabl euz ann aoter, a skoe avechou eunn taol ker pounner enn he c’haloun ma tirede ann daelou euz he daoulagad evel ann dour euz a ziou feunteun. Bez’e devoa ive eunn devosion dener evit ar Verc’hez, ha goude Jezuz he holl fizians a ioa e Mari.

Evit ma vije easoc’h d’he spered en em drei varzu Doue, Jertrud a gastize he chorf dre ar iun ha dre a bep seurt pinijennou. Klask a rea ar boan evel ma tec’h ar re all diouthi, ha gant ann dra-ze e veze ato dous ha laouen e kenver ann holl. Ne golle morse ar guel a Zoue, hag hor Zalver a lavaraz eunn devez da zantez Ediltrud : « — Jertrud a gerz bepred dirazon-me, ha n’e deuz ken ioul nemed da ober va bolontez. » Enn eur ger,