Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/786

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

nevez dirak ann darn vuia euz ar gardinaled, ha dirak ann eskibien a ioa eat da Rom evit klevet diskleria hag embann a vouez huel oa bet konsevet ar Verc’hez Vari heb beza saotret gant ar pec’hed orijinel. Hirio e selebromp ive ar memor euz ann dedi-ze.


SONJIT ERVAD

Ann ilizou great gant mein n’int ket hebken tiez ann Aotrou Doue, mes bez’ez int, ouspenn, eur merk euz hor Zalver Jezuz-Krist he-unan, e kement ha ma ren er bed-ma dre ann Iliz katholik, hag e kement ha ma reno da viken er baradoz asambles gant ann eneou euruz. Ar guel eta euz a eunn iliz great gant mein a dle ober d’ehoc’h poania muioc’h-mui da veva var ann douar evel guir gristenien ha guir vugale d’ann Iliz katholik, evit ma c’hellot kaout dor-zigor enn Iliz ann env goude ho maro.



ann naontekved devez a viz du


SANTEZ ELIZABETH, INTANVEZ


————


Ar zantez-ma a ioa merc’h da Andre, roue ann Hongrii, hag a roaz a-vihanik merkou kaer euz he c’harantez evit Doue hag evit ar Verc’hez. Araok zoken ma c’houie lenn, e rea digeri dirazhi levr ar zalmou, ha neuze ec’h en em daole d’ann daoulin, e kroaze he daouarnigou, e save he daoulagad varzu ann env hag e chome evelse pell hag hirr da vedita. Pa veze o c'hoari, ez ea ato etrezek chapel ar palez evit lakaat he c’hamaladezed da vont di var he lerc’h, ha pa gave ar chapel serret, e poke da doull ann alc’houez, d’ann or ha d’ar mogeriou. Avechou all e lavare d’he c’hamaladezed : « — Gourvezomp ama eur pennadik var ann douar, ann eil e kichen eben, da velet pehini ac’hanomp eo ar vrasa. » Hag epad ann amzer-ze e lavare goustadik eunn Ave Maria, enn henor d’ar Verc’hez.

O veza bet dimezet da Loiz, duk a Durenj, Elizabeth a gendalc’haz da ren ar vuez devot e devoa renet enn he