Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/789

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


ann ugentved devez a viz du


SANT FELIS A VALOA


————


Felis a ioa euz a vouenn rouaned Frans, hag a oue kaset da zant Bernard gant he vamm, prest goude m’oa ganet, evit beza kinniget da Zoue dre zaouarn ar zant-se. He vrasa plijadur enn he vugaleach oa ober aluzenn, ha pa vele trouc’ha eunn tamm bara bennag da rei d’ar paour, e kroge ennhan dioc’htu hag e rede ganthan da doull ann or. Da fin ar prejou, e tastume ar pez a jome euz he zilerc’h hag euz a zilerc’h ar re all, hag ez ea buhan da ingala ann dra-ze etre ar vugaligou geiz euz he oad ; miret a rea zoken evitho ar peb guella, kouls lavaret, euz ar pez a veze bet servichet d’ezhan.

Ne oa c’hoaz nemed dek vloaz pa c’houlennaz gras evit eunn torfetour hag a ioa sur da veza koundaonet d’ar maro, enn eur lavaret e teuje ann torfetour-ze da jench buez. Selaouet e oue he reked, hag ar pez en doa lavaret en em gavaz guir a boent da boent. Ann torfetour a zistroaz a-grenn ouz Doue, hag a varvaz goudeze evel eur zant. Enn he iaouankiz, Felis a ziviskaz ive he zillad meur a vech evit ho rei d’ar paour.

Pa oue enn oad da fortunia, e reaz he zonj da guitaat ar bed evit mont enn eunn tu bennag da veva he-unan gant Doue. Mes, o veza ma’z oa kar tost d’ar roue ha ma c'helle beza galvet da herita euz he rouantelez hag euz he gurunenn, e favezaz d’ezhan da genta reseo ann Ursiou sakr evit lakaat eur c’hae pe eur voger etre ann tron hag hen. Beleget e oue eta, ha prest goude ec’h en em dennaz e kreiz eur c’hoat doun, el leac'h ma tremene he holl amzer o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre ar binijenn.

Goulskoude eunn doktor iaouank euz a Baris, he hano Iann Matha, hag hen belek ive, a oue poulzet gant Doue da vont di d’he glask evit delc’her koumpagnunez