Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/79

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

c’hoarvezet, a c’halvaz ar Zant da vont d’he gaout. Ha Julian ha mont. Palez ar gouarner a ioa er penn huela euz a gear, ha pa erruaz ar Zant eno gant he zaou goumpagnoun, ez oa eharz ann or eur paour keaz dall o c’houlenn ann aluzenn. Julian a reaz sin ar groaz var daoulagad ann den-ze enn eur bedi Doue, ha raktal e teuaz ar gueled d’ezhan adarre.

Ar gouarner a oue ken estlammet gant ar mirakl-ma ma’c’h en em strinkaz d’ann daoulin dirak ar Zant. Mes Julian a reaz d’ezhan sevel en he za, ha goude beza he vriatet gant karantez, e tiskleriaz d’ezhan piou oa ha da ober petra oa deuet er vro. Kerkent ar gouarner hag holl dud he di a gredaz e Jezuz-Krist. Evelato ar Zant n’ho badezaz ket dioc’htu ; kemeret a eure amzer d’ho c’helenn var guirioneziou ar relijion, ha goudeze e vadezaz anezho gant eur zolanite vraz. Badezi a reaz er memes amzer eur maread all a dud, a bep oad, a bep stad hag a bep renk, en doa gounezet d’ar feiz evel ar re-ze. Neuze ar gouarner a roaz he balez evit servichout da iliz, hag ann iliz-ma eo c’hoaz hirio iliz kathedral ar Mans.

Goulskoude, eleiz a baianed a zalc’he ato da adori ann doueou faoz. Unan euz ar re binvidika anezho, he hano Anastaz, a gollaz he vab, ha setu hen, glac’haret-holl, o tont da gaout Julian. Ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Mar kredit e Jezuz-Krist, ganet euz ar Verc’hez Vari, e velot ho mab o sevel euz a varo da veo, ha c’houi hoc’h-unan o pezo ar vuez a bado da viken. » Anastaz a respountaz : « — Anzao a rann a vrema eo Jezuz-Krist guir vab da Zoue ha Salver ar bed, ha dilezel a fell d’inn a grenn servich ann idolou. »

Var gement-se, Julian a ieaz ganthan d’he di, hag enn eur bedi Doue dirak korf maro he vab e tigasaz buez ennhan adarre. O velet ar burzud nevez-ma, Anastaz hag eunn niver braz a baianed all a droaz kein d’ann doueou faoz hag en em c’hreaz kristenien.

Goude beza labouret epad pell amzer da blanta ar feiz e kear ar Mans hag er c’harteriou divar dro, ar Zant a ieaz da Rom da renta kount d’ar pab euz ar pez en doa great. Enn eur zistrei ac’hano, e tigasaz ganthan