heur da vont da gana Matinezou d’ar chapel, ar venac’h all euz ar gouent a jomaz holl kousket dre eunn taol euz a Brovidans Doue. Mes Felis a zihunaz hag a ieaz d’ar chapel hervez he gustum, petra bennag m’oa dija koz ha kabac’h. O burzud ! enn eur erruout eno, e velaz ar Verc’hez e kreiz ar c’heur, ganthi sae venn Urs ann Dreinded, hag en dro d’ezhi, eur vandenn elez guisket ive e guenn. Ar Zant a gemeraz he blas etouez ar re-ma, hag ar Verc’hez o veza roet ann ton, ann elez, Felis hag hi a ganaz ann offis penn-da-benn epad m’edo ar venac’h all enn ho guele.
Sant Felis a varvaz e peoc’h d’ar 4 a viz du euz ar bloaz 1212, oajet a bemp bloaz ha pevar-ugent ha seiz miz.
Mar fell d’ehoc’h mervel e peoc’h evel ar Zent, e renkit ive beza aketuz eveldho da zervicha Doue epad ho puez. Ar maro a zo dous evit ann dud just abalamour ma tigor d’ezho dor ar baradoz. Mes peger spountuz n’eo ket evit ar bec’herien, evit ar re n’o deuz great nemed offansi Doue epad ho buez ! Ar re-ma ne velont neuze dirazho nemed puns ann ifern prest d’ho lounka.
Pa zellomp ouz ann daou blas-ze a roi, unan pe unan anezho, digemer d’eomp evit ato, neuze n’on euz mui kement a joa ouz ar pec’hed na kement a aoun rak ar binijenn.
r Verc’hez ne oa c’hoaz nemed tri bloaz pa’z eaz he zad hag he mamm d’he c’hinnig da Zoue e templ Jerusalem, evit seveni ar bromesa o doa great araok m’oa ganet. Hogen, epad m’edo Anna ha Joachim oc’h he c’hinnig evelse da Zoue, ar Verc’hez en em ginnige ive dioc'h he c’hostez ; rak, o veza ma’z oa skoliet ha sklerijennet gant ar Spered-Santel he-unan, e devoa dija skiant aoualch evit koumpren petra zinifie ann dra-ze.