Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/793

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

thi beza he-unan eged e koumpagnunez re all, evit selaou easoc'h a ze mouez ann Aotrou Doue a gomze outhi e goeled he c’haloun. Ann elez a heulie anezhi e peb leac’h, hag a ioa souezet o velet kement a zantelez enn eur verc’h ker iaouank. Ann tri ferson adorabl euz ann Dreinded a veze ato ive ho daoulagad o para varnhi gant plijadur ; rak Doue ann Tad he c’harie dija evel he verc’h, Doue ar Mab, evel he vamm, ha Doue ar Speret-Santel, evel he bried.


SONJIT ERVAD

Ar Verc’hez Vari en em ginnigaz holl da Zoue kerkent hag ann oad a dri bloaz. Ha c’houi, daoust ha ne glaskit ket avechou daou-hantera ho kaloun etre Doue hag ar bed ? Goulskoude ne c’hellit ket servicha daou vestr asambles. Ma roit lod euz ho kaloun d’ar bed, Doue ne resevo ket al lodenn all; rak Doue a fell d’ezhan kaout ho kaloun holl, pe netra. Ar Verc’hez en em ginnigaz ive da Zoue evit ato hag evit mad. Ha c’houi, ped guech n’oc’h ket eat a enep ho ker goude beza lavaret eveldhi ec’h en em roac’h holl da Zoue ? Ped guech n’oc’h euz ket selaouet adarre mouez ar bed, mouez ar c’hig, pe vouez ann drouk-spered ? Peur eta e reot-hu evel ar Verc’hez, hag ec’h en em root-hu da Zoue eur vech evit ato hag evit mad ?




ann eil var 'nn ugent a viz du


SANTEZ SESILIA, GUERC'HEZ HA MERZEREZ


————


Sesilia a ioa ganet e Rom a dud pinvidik hag a lignez huel. He zad hag he mamm a ioa paianed, mes hi a ioa kristenez hag eur gristenez devot ha vertuzuz. Dindan he dillad alaouret, e touge bepred eur c'houriz reun, ha levr ann Aviel a veze ato ganthi var boull he c'haloun. Iun a rea diou pe deir guech er zizun, ha lavaret e devoa da Zoue ne devije biken ken pried nemed he Zalver Jezuz. Doue, evit he rekoumpansi, en doa roet d’ezhi eunn eal da zifenn he guerc’hded.

Goulskoude he zud a falvezaz dezho he dimezi da eur paian iaouank ; he hano Valerian, ha Sesilia a renkaz