Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/794

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

plega. Da zeiz ann eured, e oue eur banked kaer dioc’h ann noz, hag epad ar banked e oue kan ha muzik. Hogen, ar plac’h nevez a gane ive e goeled he c’haloun a-unan gant ann elez, ha setu ama petra gane : « — Va Doue, emezhi, grit ma chominn guerc’hez evit na gollinn ket va c’hurunenn. »

Goude ar banked e oue kaset d’he c’hambr, ha pa ne oue mui eno nemed he goaz hag hi, e komzaz evelhenn oc’h Valerian : « — Va mignoun, mem euz eunn dra da ziskleria d’ehoc’h ; mes red e d’ehoc’h toui d’inn da genta ne leverot ann dra-ze da zen all ebed. » « — Hen toui a rann, » eme Valerian. « — Mad, eme Zesilia, selaouit neuze : Doue en deuz roet d’inn-me eunn eal da zifenn va guerc’hded. » « — Pa velinn ann eal, me gredo ac’hanhoc’h, » eme Valerian. « — Evit guelet ann eal, eme Zesilia, e renker beza badezet hag adori ar guir Doue a zo he dron enn envou. » « — Ha piou a vadezo ac’hanon, eme Valerian, evit ma c’hellin guelet ann eal ? » « — Ar pab Urban, » eme Zesilia.

Var gement-se Sesilia a henchaz he fried da vont da gaout ar pab Urban, a veve dindan guz er meaz euz a gear etouez beziou ar verzerien. Ar pab santel-ze a vadezaz Valerian, goude beza he gelennet var misteriou ar feiz, ha pa deuaz hema en dro, Sesilia a ioa c’hoaz o pedi var bennou he daoulin, hag enn he c’hichen ez oa eunn eal skeduz evel ann heol. Ann eal a ioa diou gurunenn ganthan, hag a lakeaz unan anezho var benn peb hini euz ann daou bried, enn eur lavaret: « — Mirit ato ho kaloun hag ho korf pur evit ma viot din da zougen bepred ann diou gurunenn-ma a zigasan d'ehoc'h euz a jardin ar baradoz. »

Valerian n’oa bet biskoaz ken euruz ; mes c’hoant en doa en devije he vreur Tiburs perz enn he euruzded, ha Doue a roaz d’ezhan ar c’hras a rekete. Tiburs a zeskaz gant Sesilia ar guirioneziou euz ar relijion gristen, hag a oue badezet ive gant ar pab Urban. Prest goude, Valerian hag hen a skuillaz ho goad gand joa evit feiz Jezuz-Krist.