Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/798

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


SONJIT ERVAD

Enn eur ordren kas sant Klemant euz a Rom, ann impalaer Trajan a glaske miret na deuje niver ar gristenien da greski dre he brezegennou. Hogen, ar c’hountrol eo a c'hoarvezaz ; rak, ma vije bet chomet e Rom, ar pab santel n’en devije ket marteze gounezet kement a baianed d’ar feiz hag a reaz er C'hersonez. Setu aze penaoz Doue a c’hoar, pa gar, tenna ar mad euz ann drouk, ha lakaat fallagriez ann dud da zervichout d’he c’hloar ha da zilvidigez ann eneou. N’euz fors petra errufe ganehoc’h eta, en em abandounit ato gant fizians etre he zaouarn, ha kountit bepred var he Brovidans.



ar pevare var 'nn ugent a viz du


SANT IANN AR GROAZ EUZ A URS KARMES


————


Iann ar Groaz a ioa ganet e Spagn a dud a zoujans Doue. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa gouezaz enn eur puns ; mes tennet e oue ac’hano gant ar Verc’hez Vari he-unan heb n’en devije drouk ebed : testeni sklear hag anat euz ar garantez e devoa dija ar Verc’bez evithan. Azalek he vugaleach oa troet var ar binijenn, ha kerkent hag ann oad a nao bloaz e leze he vele evit mont da gousket var ar c’heuneud.

Epad m’edo er skol gant ann Tadou Jezuisted, e oue kemeret da vevel enn eunn hospital evit servicha ar re glanv. Hogen, evel eunn eal oa var dro ar re-ma, hag guel anezhan hebken a ioa aoualc'h evit lakaat ar mevellien all da veza aketusoc’h d’ho dever. Goulskoude kendelc’her a rea ato da vont d’ar skol.

Pa oue ugent vloaz echu, he zevosion evit ar Verc’hez a reaz d’ezhan goulenn beza resevet enn eur gouent euz a Urs Karmes. Resevet e oue gant joa, hag heb dale e teuaz da veza eur skouer a bep seurt vertuziou evit ar venac'h all. D’ann ampoent-se, ar reolenn a vuez a heuliet enn Urs Karmes ne oa mui ker striz hag ann hini a ioa bet heuliet da genta. Mes, goude beza great he veuiou ha beza bet beleget, Iann ar Groaz a obtenaz kounje di-