Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/806

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

outhan da veza ato laouen ha joaiuz. Eunn nozvez m’oa goall glanv, e chomaz eur pennad heb finval hag heb tenna he alan. Ar re a ioa oc’h he veilla a gave d’ezho oa dija tremenet ; mes ne oa ket. He spered avad a ioa bet oc’h ober eunn dro enn env, ha pa deuaz adarre ennhan he-unan, e lavaraz : « — Oh ! na pebez bokedou kaer a zo er baradoz ! » Pa velaz oa tost he heur diveza, e c’houlennaz he zakramanchou, ha prest goude e varvaz e peoc’h enn eur zelc’her he grusifi etre he zaouarn, d’ann 12 a viz du eus ar bloaz 1463. Doue a ziskleriaz he zantelez epad he vuez ha goude he varo dre eleiz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ar Zent n’int ket bet holl doktored, ha n’o deuz ket bet holl sperejou-dreist ; mes holl int bet humbl ha devot, holl o deuz great brezel d’ho zechou fall. Ma vije bet red beza habil evit beza sant, meur a hini o devije bet rezoun da lavaret : « — Ann dra-ze a zo enn tu all d’am galloud-me. » Mes eur galoun humbl a blij muioc’h da Zoue eged eunn deskadurez vraz. Ha piou ne c’hell ket beza humbl ? Piou ne c’hell ket trec’hi he voall ioulou gant sikour ar c’hras ? Piou ne c’hell ket pedi ? Mad, setu aze holl skiant ar zent ; grit evelse eta, hag e viot sent hoc’h unan.

Eur c’halz tud a zonj d’ezho e ve red klask ar zantelez pell dioc’h ho zi hag ho c’herent. Hogen, fazia a reont ; rak, hervez lavar ann Aviel, rouantelez Doue a zo e pep hini ac’hanomp ; ha n’euz forz e pe leac’h nag e pe stad a vuez e vemp, ni a c’hell en em zantelaat o kemeret ann traou evel ma teuont hag oc’h ober bolontez ar mestr braz euz ann env.




ann eizved var 'nn ugent a viz du


SANT STEPHAN, ERMIT HA MERZER


————


Stephan a ioa ganet e Konstantinopl a dud pinvidik hag a zoujans Doue. Reseo a reaz eta eunn deskadurez kristen enn he vugaleach, ha pa oue pemzek vloaz echu, e kemeraz sae ar venac’h enn eur gouent euz ar Bithinii, Ne oue ket pell eno na zervichaz da skouer