Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/807

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

d'ann holl venac’h all, ha goude maro ann abad, e oue choazet evit delc’her he blas, petra bennag ne oa c’hoaz nemed tregont vloaz.

Ar gouent en doa da c’houarn a ioa dishenvel dioc’h ar c’houenchou a zo brema ; rak ne oa nemed eunn toullad lochouigou, disparti ann eil diouz egile ha savet ama hag ahont var gern eur menez. Hini ar superior a ioa er penn huela, hag ac’hano e c’helle guelet petra rea ar venac’h all ha teuler evez anezho.

Stephan a dremene he holl amzer o pedi hag o labourat : al labour a rea oa skriva hag ober rouejou. He lochik a ioa enk meurbed, hag enn dro d’he gorf e touge bepred eur c’houriz houarn. Mes ne gave ket d’ezhan e raje c’hoaz pinijenn aoualc’h, hag a benn eunn nebeut bloaveziou e roaz ann dilez euz he garg evit mont da jom enn eul lochik all a gostez, el leac’h m’en doa a veac’h plas da c’hourvez ha da zevel enn he za.

Ann impalaer Konstantin Kopronim, enebour touet d’ar c’hroaziou ha da imachou ar Verc’hez hag ar Zent, a glevaz hano euz ar vuez santel a rene Stephan, hag a c’hoanteaz he lakaat da drei enn tu ganthan. Pedi a reaz eta eunn den a renk huel da vont d’he velet ha da ober kement a c’hellje evit he c’hounit. Mes ann den-ze a gollaz he boan hag he amzer, ha Stephan a respountaz grons oa prest da vervel evit ar respet a ioa dleet da imachou Jezuz-Krist ha da re ar Zent. « — Ha pa n’em befe mui, emezhan, nemed eur berad goad em goazied, e skuillfenn anezhan a galoun vad evit difenn ar virionez-se. »

Neuze ann impalaer a gasaz soudarded d’he denna euz he lochik. Hogen, ker boaz oa da veza ato var bennou he zaoulin pe azezet var he zeuliou ma n’oa ket evit ehuna he zivesker, hag ar zoudarded a renkaz he zougen var ho divreac’h. Mes d’ann ampoent e savaz brezel etre Konstantin Kopronim hag eur rouantelez all, hag ar Zant a oue douget d’he ermitach enn dro goude beza bet lezet heb tamm epad c’houec’h devez dioc’htu.

Pa oue echu ar vrezel, e oue tennet ac’hano adarre, ha kaset da eunn enezenn e kreiz ar mor. Mes enn ene-