Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/809

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

d'ezhan he benn gant eunn tamm koat teo, hag evelse e varvaz ann ermit kalounek d’ann 28 a viz du euz ar bloaz 764, oajet hebken a hanter-kant vloaz.


SONJIT ERVAD

Disprijout ar groaz a zo disprijout Jezuz-Krist maro evidomp holl var ar groaz, hag ober fae var imachou ar Verc’hez hag ar Zent a zo ive ober fae var ar Verc’hez hag ar Zent ho-unan. Hogen, ann nep a zisprij Jezuz-Krist ne c’hell ket beza salvet, hag ann nep a ra fae var ar Verc’hez ha var ar Zent n’en devezo alvokad ebed d’he zifenn dirak Doue. Lakit evez eta da veza ato leun a respet evit ar c’hroaziou hag evit imachou ar Verc’hez hag ar Zent. Ar guir gristenien, a bep amzer, a zo bet boazet da zougen eur groaz pe eur vetalen venniget evit beza miret euz a bep drouk, ha dreist holl, diouz ar pec’het.




ann naved var 'nn ugent a viz du


SANT HOARDON, ESKOP


————


Ar zant-ma a oue hanvet da eskop e Leon er bloaz 635, goude maro sant Tenenan. Gouarn a eure he eskopti gant eunn dousder hag eur furnez vraz epad pemzek vloaz, ha goudeze e varvaz leun a veritou er bloaz 650. Ne c’houezer netra ken divar he benn.





SANT SATURNIN, ESKOP HA MERZER


————


Saturnin a ioa unan euz ar seiz eskop a oue digaset gant sant Per da brezeg ann Aviel e Frans, enn amzer ann impalaer Glaoda. Ar c’houec’h all oa sant Trophim a Arles, sant Paol a Narboonn, sant Marsial a Limoj, sant Aostremoan a Glermon, sant Gasian a Dour ha sant Valer a Drev.

Saturnin a brezegaz da genta e Karkasoonn ; mes eno