Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/812

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

e velot, » eme Jezuz. Andre a ieaz, hag a dremenaz gant hor Zalver ann nemorant euz ann deiz-se, ha marteze zoken ann noz varlerc’h.

Goudeze e kasaz ive he vreur Simon da gaout Jezuz. Ho daou e ouent test euz ar mirakl kenta a reaz hor Zalver enn eured Kana, petra bennag d’ann ampoent ne joment ket c’hoaz aketuz enn he goumpagnunez. Mont a reant ato da besketa ; rak pesketerien oant dre ho stad.

Hogen, eunn devez m’edont gant ho bag var mor Galilee pe lenn Jenezareth, Jezuz a erruaz da dremen ebiou, hag a lavaraz d’ezho : « — Deuit ganen-me, ha me a raio ac’hanhoc’h pesketerien tud. » Kerkent Per hag Andre a lezaz eno ho bag hag ho rouejou evit heul hor Zalver da vad, ha divar neuze n’her c’huitajont mui. N’euz fors da be leac'h ez ea, hi a iea ive, ha pa joazaz ann daouzek abostol, hi a oue choazet gant ar re genta.

Goude m’oa pignet hor Zalver enn env ha diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel, Andre a brezegaz ann Aviel e kostez ar Sithii hag ann Thras, ha gounit a reaz da Zoue er broiou-ze eunn niver dreist kount a eneou. Ac'hano e teuaz da gear Patras er Gres, hag er gear-ma e lakeaz ive eur maread paianed da zigeri ho daoulagad da sklerijenn ar feiz.

Evelato ne c’hellaz ket dont a benn euz ar gouarner Ejee. Hema a ioa eur paian aheurtet, hag a falvezaz d’ezhan, er c’hountrol, ober d’ann Abostol kinnig eur sakrifis d’ann doueou faoz. Mes Andre a respountaz ker buhan : « — Me, emezhan, a ginnig bemdez var ann aoter, d’ar guir Doue holl-c’halloudek n’euz ken Doue nemethan, n’e ket kig ha goad loened mud, mes ann Oan a zo ar zantelez dre natur, hag ann oan-ze, goude m’en deuz ar bobl fidel debret he gorf, a jom bepred enn he bez ha leun a vuez. »

Ejee a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ma, hag a ordrenaz teuler Andre er prizoun. Antronoz her galvaz adarre dirazhan ; mes, o velet ne c'hellje biken he lakaat da adori ann idolou, e koundaonaz anezhan erfin da vervel var ar groaz. Eunn hevelep setans a gargaz a joa kaloun ann Abostol, ha p’edot oc’h he gas d’ar maro, e saludaz