ugdual, leshanvet Pabu, da lavaret eo Tad, a ioa mab
da Hoel I, roue Breiz. Mes e Bro-Zaoz eo e c’hanaz
abalamour he dad hag he vamm a ioa eat di evit tec’het
araok armeou Klovis, roue Frans. Ne oa c’hoaz nemed
eur c’hrouadur pa oue lakeat er skol gant sant Ildut,
hag heb dale e teuaz da veza habil-braz. Mes he vertuz
a ioa c’hoaz treac'h d'he zeskadurez ; rak n’en doa ken
sonj na ken ioul nemed da blijout da Zoue ha da zavetei
he ene.
Pa oue echu he studi ganthan, e reaz fae var ar fortuniou kaer a c’helle da esperout er bed evit kemeret sae ar venac’h enn eur gouent euz ar vro. Goulskoude ann drouk-spered n’hen lezaz ket eno e peoc’h : tentet e oue noz-deiz, ha tentet enn eur feson skrijuz. Mes, dioc’h he gostez, ar Zant ne ehane da bedi ha da gastiza he gorf dre ar binijenn. Kousket a rea var ar c’halet, ne zebre nemed bara zeac’h ha griziou louzou, pe frouez a vechou, ha ne eve nemed dour : evelse e oue eaz d’ezhan gounit ato ar viktor var he enebour.
A benn eunn nebeut bloaveziou, Tugdual a oue hanvet da abad pe da zuperior enn he gouent, hag ar furnez a ziskouezaz er garg-se a c’hounezaz d’ezhan kalounou ann holl. Mes etre daou e varvaz he dad, ha neuze e treuzaz ar mor evit dont da Vreiz, asambles gant he vamm, he c’hoar Seva, ha daouzek ha tri-ugent manac’h all.
Diskenn a reaz enn douar e kichen Konk-Leon, var barrez Plouvonger, ha goudeze e savaz eur gouent el leac’h m’ema hirio bourg Trebabu. Mes ne jomaz ket pell er gouent-ma. O velet ann ezomm o devoa ann Arvoriz da veza kelennet var guirioneziou ar relijion, ec’h en em lakeaz da rei misionou d’ezho gant sikour daouzek euz he venac’h.