Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/818

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



SONJIT ERVAD

Beza tentet gant ann dud, evel ma oue tentet santez Bibiana gant ar prefet Apronian ha gant ar vaouez fall ma oue lakeat etre he daouarn, a zo aliez danjerusoc’h eget beza tentet gant ann drouk-spered. Ann nep piou bennag eta a ve poulzet pe aliet da ober traou kountrol d’ar relijion pe d’ar vertuz gant tud hag o deuz eur c’halloud bennag varnhan pe gant tud hag a zo red d’ezhan beva enn ho c’houmpagnunez, hennez en deuz muioc'h a ezomm eged ar re all da veza ato var evez, da zifiziout bepred anezhan he-unan, da bedi Doue hag ar Verc’hez ha da dostaat aliez ouz ar zakramanchou. Evelse e c’hello gounit ar viktor var ann dentasion ; mes, a hent all, eo sur da goueza buhan el lasou a stegner dirazhan.





ann trede devez a viz kerzu


SANT FRANSEZ ZAVIER, ABOSTOL ANN INDEZ
————


Fransez Zavier a ioa ganet e rouantelez Navarr e Spagn, hag a deuaz da Baris da studia ar philosophi. Bete neuze ne oa nemed avel enn he benn, ha ne glaske nemed beza istimet, meulet hag henoret gant ann dud. Mes e Paris e reaz anaoudegez gant sant Ignas a Loiola, hag ar zant-ma a lavaraz d’ezhan ken aliez ar pez a lavare guech all hor Zalver Jezuz-Krist d’he ebestel : « — Petra dal d’ann den gounit ar bed holl mar teu da goll he ene ? » ma'c'h em lakeaz erfin da zonjal a zevri er c'homzou-ze. En em denna a eure a gostez da ober eur retred, ha pa oue echu he retred ganthan, ec’h en em gavaz chenchet evel eunn all enn he blas.

Bez e oue unan euz ar re genta a ieaz enn Urs ann Tadou Jezuisted, a ioa nevez savet gant sant Ignas, hag hiviziken n’en devoue ken ioul nemed da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. Kastiza a rea he gorf enn