Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/824

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ar pemped devez a viz kerzu


SANTEZ BARBA, GUERC'HEZ HA MERZEREZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet e kear Nikomedii var dro ar bloaz daou c’hant daou-ugent goude donedigez Hor Zalver. He zad, Dioskorr, paian kriz ha froudennuz he dalc’haz enn eunn dourell epad meur a vloavez. Abalamour d’he gened dispar ha d’he madou braz en doa aoun na deuje d’he goulen eunn den iaouank bennag ha ne vije ket da blijout d’ezhan.

Koulskoude pa oue deuet enn oad e c’hoanteaz he dimezi da eunn dijentil pinvidik ha brudet. Mes, o veva evel m’e devoa great, diaveaz ar bed, Barba, kelennet gant ar Spered-Santel, a ioa deuet da anaout ar guir Doue hag e doa great he zonj da jomm bepred guerc’hez. Diskleria a reaz eta agrenn ne gemerje pried ebet ann holl. O kredi e teuje da jench gant ann amzer, he zad ne bourchuaz ket muioc’h varnhi. Mont a reaz he-unan da vale a bell-bro, goude beza kemennet sevel eunn ti nevez d’he verc’h hag ober daou brenestr kaer varnezhan evit ma c’hellje hiviziken guelet ann doareou. Ar zantez o veza deuet eunn deiz da zellet ouz al labour, a reaz ober tri brenestr, e leac’h daou, enn henor d’ann Dreindet ; ha var eur pilier marbr a ioa a vel d’ann holl e lakeaz merk ar groaz gant he biz koulz ha m’e divije great gant eur gizel.

Pa deuaz Dioskorr d’ar gear e oue souezet o velet kement all hag e tiskredaz ez oa he verc’h kristenez. Barba a anzavaz outhan ar virionez penn-da-benn, hag ar paian-ze a ieaz ker braz kounnar ennhan, ma saillaz var-