Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/829

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

biskoaz da ziskar enn dro d’ezhan holl demplou ann doueou faoz. Kemeret a reaz perz ive e konsil Nisee, el leac’h ma oue koundaonet fals kredenn Arius gant tri c’hant trivac’h eskop. Mes prest goude e varvaz e Mir, er bloaz 328, enn eur lavaret ar c’homzou-ma : « — Etre ho taouarn, va Doue, me a laka va ene. »

Etouez ann niver braz a viraklou en deuz great sant Nikolas e remerker hema dreist ar re all. Eunn hostizez e devoa lazet tri grouadur iaouank, ha lakeat ho c’horfou da zalla enn eur jarnel. Ar Zant o veza digouezet enn hoslaliri-ze a lavaraz diskouez d’ezhan charnel ar c’hig, ha raktai e reaz d’ann tri grouadur sevel ac’hano leun a vuez. Setu perak, e kement leac’h ma veler imach sant Nikolas, e veler ive eur jarnel ha tri grouadur o tont anezhi.


SONJIT ERVAD

Ar beorien mezuz, da lavaret eo, ar re ne gredont ket anzao ho dienez dirak ar re all abalamour ma’z int bet guech all enn ho eaz ha m’o deuz marteze doare da veza atao, eo ar re a zo dina a druez. Ann aluzenn a reer d’ezho eo eta ar gaera a c’houfet da ober, hag ann dalvoudusa dirak Doue. Pebez mirit n’en deuz ket bet sant Nikolas o teuler arc’hant a benn teir guech e ti ann dijentil paour a zo hano anezhan enn he vuez ! Lakeat en deuz ann dijentil-ze da anaout Providans Doue, ha miret en deuz ouz he verc’hed den em goll ho-unan ha da goll mil ha mil asambles gantho. Setu aze petra dal eunn aluzenn great e poent hag enn amzer da dud hag o deuz mez o tiskouez ho faourentez.




ar seizved devez a viz kerzu


SANT AMBROAZ, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Tud Ambroaz a ioa euz a Rom ; mes he dad a oue hanvet da c’houarner e Frans goude m’oa dimezet hag eno eo e c'hanaz ar Zant er bloaz 340. D’ar mare m’edo c’hoaz enn he gavell, ec’h erruaz ganthan eunn dra zouezuz meurbed. Euun devez m’oa kousket, he c’hinou digor-frank, e oue guelet eunn hed guenan o nijal enn