Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/833

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

nad bennag enebourez da Zoue ann hini a ioa bet choazet ganthan a holl-viskoaz evit beza mamm d’he Vab en em c’hreat den ? Nann, ann dra-ze ne c’houfe ket beza, ha setu perak ann Iliz katholik e deuz kredet ato eo bet ar Verc’hez Vari santel ha dibec’h-kaer kerkent ha ma oue anezhi, santeloc’h zoken eged ann elez, ar zantela goude Doue.

Sant Sirill a Aleksandrii ha sant Ildephons, arc’heskop Toled, a verk d’eomp sklear edo ar gredenn-ze etouez ann dud fide} azalek amzer genta euz ann Iliz.

« — Holl, eme zant Sirill, oump deuet er bed gant ar pec’hed orijinel nemed ar Verc'hez benniget m'eo ganet anezhi Mab Doue en em c'hreat den. » Ha sant Ildephons a lavar d’he dro : « Ar Verc'hez Vari a zo bet diouallet dioc’h ar pec’het orijinel : n’euz douetans ebed da gaout var gement-se. »

Ar gouel hirio a zo c’hoaz eunn testeni anat euz a gredenn ann Iliz var ar poent-ma ; rak ann Iliz ne henor ha ne lez henori nemed ar pez a zo santel. Biken eta n’e devije great pe lezet ober eur gouel enn henor da gonsepsion ar Verc’hez, ma n’e devije ket kredet oa bet ar gonsepsion-ze pur ha neat diouz peb pec'hed.

Goulskoude ar virionez-ma n’oa ket bet embannet evel eur virionez a feiz araok ar bloaz 1854. Ar pabed a gemere ho amzer evit kaout muioc’h-mui a sklerijenn. Er bloaz 1849, ar pab Pi Nao a skrivaz d’ann holl eskibien euz ar bed, enn eur lavaret d’ezho lakaat ober pedennou e kement iliz ha chapel a ioa enn ho eskopti evit ma plichese gant Doue rei da anaout ar pez a ioa guella da ober. Goulenn a rea outho er memes amzer petra zonjent ho-unan ha petra zonje ive ar gristenien a ioa enn ho c’harg.

Ann eskibien a respountaz e krede holl dud fidel ho eskopti oa bet konsevet ar Verc’hez Vari heb pec’hed, hag oant avis e vije embannet ar virionez-ma evel eur virionez hag a renker da gredi dindan boan da veza daonet.

Divar neuze Pi Nao ne varc'hataz mui, hag a asinaz