Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/834

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ann eiz a viz kerzu 1854 evit dougen ar zetans a c’hortozet euz he berz. Enn deiz-se e kanaz he-unan ann offerenn, ha goude ann Aviel e lennaz, gant eur vouez krenv ha freaz, ar pez a zo ama varlerc’h, dirak ar gardinaled hag ann eskibien a ioa enn dro d’ezho : ar re-ma a ioa eunn daou c’hant bennag anezho.

« Evit brasa gloar Mamm Doue ha brasa mad ar relijion, dre c'halloud hor Zalver Jezuz-Krist, hini ann ebestel euruz sant Per ha sant Paol hag hon hini hon-unan. Ni a lavar, a ziskleri hag a verk d’ann holl eo harpet var gomzou Doue memes ar gredenn o deuz ar gristenien eo bet ar Verc'hez Vari, kerkent ha ma oue konsevet, diouallet dioc'h ar pec’het orijinel, er guel euz a veritoü Jezuz-Krist ha dre eur c'hras ha n’eo bet roet da zen all ebed. Red eo eta d’ann holl dud fidel delc’her mad d’ar gredenn-ze, ha ma teufe, Doue ra viro ! hiniennou anezho da gredi ar c’hountrol, ar re-ze a dle gouzout n’int mui kristenien katholik, mes tud hag a zo en em zistaget dioc’h ann Iliz oc’h ober ho fenn ho-unan. »

Sklear eo da bep hini n’en deuz ket ar pab Pi Nao, o tougen ar zetans-se, gourc’hemennet d’ann dud fidel kredi eur virionez nevez. N’en deuz great nemet diskleria d’ezho eo harpet var gomzou Doue he-unan ar pez a gredent dija araok, hag e tleont dre eno delc’her mad d’ho c’hredenn dindan boan d’en em lakaat er meaz euz ann Iliz, da lavaret eo, er meaz euz a hent ar zilvidigez.


SONJIT ERVAD

Ar Verc’hez Vari a zo euruz abalamour m’eo bet konsevet heb pec’hed ; mes eurusoc’h eo c’hoaz abalamour n’e deuz biskoaz great ann distera pec’hed epad he buez. Evidomp-ni eo eur goall dra beza bet konsevet ha beza ganet e stad a bec’hed ; mes kalz goasoc’h tra eo c’hoaz evidomp beza offanset Doue ken aliez dre hor bolontez hon-unan. Mar d-oump ganet e stad a bec'hed, poaniomp da vihana da veva bepred e stad a c’hras ; rak, ma ne vevomp ket e stad a chras, emaomp e riskl da vervel ive e stad a bec’hed, ha ma varvomp e stad a bec’hed marvel, setu ann ifern digor eviti hon lonka.