lar a ioa ganet e Chalelak, diou leo dioc’h Limoj, a dud pinvidik hag a zoujans Doue. Ar re-ma ne espernjont netra evit he gelenn ervad, hag o veza m’en doa eunn dorn skanv hag eur spered ijinuz, e kaschont anezhan da zeski he vicher da di eunn orfebrer hag a ioa he hano Abbon. Ne oue ket pell eno na deuaz da veza ken habil hag he vestr pe habiloc’h zoken. Mes n’oa ket a foug ennhan gant ann dra-ze. Er c’hountrol eo : ato e veze humbl ha modest, ha setu perak oa karet gant ann holl.
Ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he aked d’he zeveriou a relijion. Ne vanke morse da offis na da zarmoun ebed da zul, ha pa gleve eur gomz bennag tennet divar ar Skritur Sakr, e lakea anezhi doun enn he spered evit gellout medita varnhi goudeze hag ober ar pez a verke d’ezhan.
Alar, o veza bet ezomm da vont da Baris, a reaz anaoudegez eno gant Bobon, tenzorier ar roue Kloter. Bobon a gomzaz anezhan d’ar roue evel euz a eunn orfebrer ha n’en doa ket he bar, ha Kloter her pedaz raktal da ober d’ezhan eur gador pe eun tron aour, gant mein euz ar re gaera ama hag ahont etouez ann aour. Ar Zant a stagaz d’al labour, hag e nebeut amzer e reaz diou gador pe zaou dron gant ann danvez en doa bet digant ar roue.
Kloter a oue souezet pa velaz peger fin oa al labour en doa great, mes souezetoc’h e oue c’hoaz o velet honestiz ar micherour. « — Ober diou gador gant danvez unan, biskoaz kement all ! » emezhan. Divar neuze Alar a renkaz mont da jom da balez ar roue ; mes kendelc’her a eure ato da labourat var he vicher, hag he vrasa plijadur