Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/843

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

pell, hag ann ermit keaz en doa beac'h o vale. Korantin en devoue truez outhan, hag a zankaz he vaz enn douar enn eur ober eur bedenn da Zoue. Kerkent e sinklaz ac'hano eunn eienenn grenv, ha sant Primel n’en devoue ket ezomm mui da vont keit da gerc’hat dour.

Eunn droiad all, ar roue Grallon a erruaz gant ermitach Korantin goude beza bet o chaseal er c’hoat epad ann deiz. Ar roue a ioa eur maread tud oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag holl oant dare gant ann naoun. Goulenn a rejont eta ouz ann ermit ha n’en doa netra da rei d’ezho da zibri. « — Eo », eme Gorantin, hag ar Zant d’ar red d’he feunteun da drouc’ha eunn tamm euz ar pesk. Goudeze e kasaz ann tamm-ze da geginer ar roue. Hema a zirollaz da c’hoarzin o velet petra ginniget d’ezhan. « — Petra, emezhan, oc’h ober goab emaoc’h ? Kant guech kement all ne ve ket aoualc’h evit ar roue hag he goumpagnunez. » « — Poazit ann tamm-ze ato, » eme Gorantin. Ar c’heginer a zentaz, hag ann tamm pesk a greskaz enn eur feson ker burzuduz ma oue pe a dra aoualc’h d’ar roue ha d’ann dud all a ioa asambles ganthan.

Ar mirakl-ma a reaz da C'hrallon beza leun a istim hag a respet evit Korantin. Rei a eure d’ezhan raktal ann douar a zo brema dindan parrez Ploudiern, hag ar Zant a zavaz eno eur gouent el leac’h ma oue heb dale eunn niver brao a venac’h. Er gouent-se e rea skol ive da vugale ann noblans ; ann tri vrudeta etouez ar re-ma a oue sant Guennole, sant Tudi ha sant Jakut.

Ar roue Grallon a ioa o chom e Kemper, hag en doa c’hoant pell a ioa da gaout eunn eskop er gear-ma. Abaoue m’en doa anavezet Korantin, e sonje ennhan evit ar garg-se, hag eunn devez her c’hasaz da Dour evit beza sakret gant sant Martin.

Sant Martin a oue joa ganthan ober ar pez a c’houlenne ar roue, ha pa zistroaz Korantin da Gemper, ann holl hen digemeraz evel eunn eal euz ann env. Grallon a roaz d’ezhan he balez evit servichout da iliz, hag e plas ar palez-se e oue savet divezatoc’h ar gathedral gaer a veler hirio.