Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/85

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Unan anezho a lavaraz d’ezhi neuze : « — Ac’hanta, Martina, ne fell ket d’id kinnig ezans d’an doueou ? N’ec’h euz ket aoun rak ar poaniou az pezo c’hoaz da c’houzanv ma ne sentez ket ? » Mes ar Zantez a respountaz kerkent : « — Jezuz-Krist a zo ouz va c’hennerza ; biken ne adorinn ho trouk-sperejou. » E guirionez, Doue a gendalc’haz da rei nerz d’he zervicherez, pe da ober burzudou evit miret n’e devije drouk ebed.

Erfin, ar varnerien o devoue mez oc’h en em velet trec’het gant eur plac’h iaouank, hag a ordrenaz he dibenna. Evelse eo ez eaz Martina da reseo enn env ann diou gurunenn gaer a Verc’hez hag a Verzerez. He merzerenti a erruaz var dro ar bloaz 150.


SONJIT ERVAD

Santez Martina a ieaz dirak barnerien Rom leun a fizians e Doue, hag, evit guir, Doue n’he dilezaz ket : bez’ e oue ganthi bepred evit rei d’ezhi ar viktor var he holl enebourien. Ann Aotrou Doue ne abandoun morse ar re a laka ennhan ho holl fizians. En em daolit eta etre he zivreac’h evel bugale etre divreac’h ho zad: « Mar d-ema Doue ganehoc’h, piou a c’hello noazout d’ehoc’h? » Ann dud a vezo aliez dic’halloud d’hor sikour, goude m’o defe bolontez d’hen ober. Doue, avad, a ra bepred kement a fell d’ezhan. Neb a fizio enn nesa pe ennhan he-unan. en em gavo re verr peurvuia. Ma lakeomp hor fizians e Doue, n’hor bezo meskont ebet.



ann unan ha tregont a viz genver


SANT PER NOLASK
————


Ar zant-ma, ginidik a eskopti Karkasoonn e Frans, en devoa a vihanik eur galoun ken tener evit ar beorien ma n’oa ket evit sellet outho heb diroll da vouela. Ingala a rea etrezho ar guenneien a veze roet d’ezhan da c’hoari, ha kemeret a eure ar voazamant santel da rei bep mintin eun dra bennag d’ar paour kenta a gave var he hent heb lezel amzer ganthan da c’houlenn.

N’en doa nemed pemzek vloaz pa varvaz he dad. He vamm a vije bet joa ganthi guelet anezhan o timezi, rak n’e devoa ken mab nemethan; mes hen, n’e ket er brie-