Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/852

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
844
16 a Gerzu
sant euzeb, eskop ha merzer

c’houfe den niveri ar baianed a c’hounezaz eno c’hoaz d’ar relijion gristen. Mes dija e devoa labouret aoualc'h, ha Doue he galvaz erfin davethan er bloaz 329 evit rei d’ezhi an diou gurunen e devoa meritet, hini ar Guerc’hezed hag hini ann Ebestel.


SONJIT ERVAD

Hirio ive eur vaouez devot evel santez Nina a c’hell beza abostol he c’harter, hag avechou zoken abostol he farrez, o tastum enn dro d’ezhi ar vugale baour, ar re n’o deuz den d’ho c’helenn var guirioneziou ar feiz, evit deski d’ezho ho fedennou hag ho c’hatekiz, hag ho lakaat e stad da ober ho faskou kenta ha da veza goudeze henor ho zud hag ho bro dre ho buez fur ha kristen.

Al labour-ze a zo tenn ; ha n’euz ket da c’hedal peurvuia beza digollet gant an dud. Doue avad a baeo kement hini en defe kemeret poan evit kelenn he nesa.




ar c’houezekvet devez a viz kerzu


SANT EUZEB, ESKOP HA MERZER
————


Euzeb a ioa ganet er Sardeign, hag a reaz he studi e Rom, el leac’h m’oa en em dennet he vamm goude maro he fried. Ar pab Silvestr hen resevaz etouez an dud a iliz, ha goudeze e oue kaset da gear Verseill er Piemon. Eno e teuaz e berr amzer da veza ken istimet gant ar veleien hag ar bobl ma oue hanvet da eskop. Hogen ne zaleaz ket da ziskouez oa din euz ar choaz a ioa great anezhan.

Dastum a eure en he di an holl dud a iliz euz a gear evit ober d’ezho beva asambles ganthan evel menac’h en eur gouent. An dra-ze ne vire ket outho da deuler evez euz an dud fidel ha da bourvei da holl ezommou an eneou a ioa en ho c’harg ; mes evelse n’edont ket kement e riskl d’en em goll ho-unan pe da laoskaat en ho dever. « — Henvel oant, eme zant Ambroaz, ouz eur vandenn elez : noz-deiz e kanent meuleudiou an Aotrou Doue, hag e c’houlennent pardoun diganthan evit ar bec’herien. Lenn ha labourat a reant ive heb