Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/854

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

amzer-ze, hag he galoun a zridaz gant ar joa o klevet kelou euz a veleien hag euz a dud fidel he eskopti. Skriva a reaz he-unan d’ezho evit ho c'honzoli hag ho c’hrenvaat er feiz.

Euz a Zilhopolis ar Zant a oue kaset d’ar C'happados, hag euz ar vro-ma d’ann Thebaid huela, enn Ejipt. Mes, etre daou, e varvaz ann impalaer Konstans, hag Euzeb a c’hellaz erfin distrei da Verseill. Tremen a eure dre Aleksandrii evit en em glevet gant sant Athanaz divar benn ar pez a ioa guella da ober evit rapari ann drouk great d’ann Iliz gant ann Arianed, ha pa erruaz enn Itali, ann holl a reaz d’ezhan eunn digemer laouen ha karantezuz. Goudeze, e sikouraz sant Hiler, eskop Poatie e Frans, da ziarbenn fals kredennou ann heretiked e broiou ar C'huz-Heol, ha d’ar c’henta a viz eost euz ar bloaz 370, ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans en doa meritet dre he labouriou abostolik hag he boaniou.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma ne falvezaz ket d’ezhan, a briz ebed, rei he zinatur da goundaoni sant Athanaz. Nag a gristenien a zo hirio siouaz ! ha n’o deuz ket kement-se a zamant d’ho c'houstians ! Ar gristenien-ma a ra goasoc’h c’hoaz eget rei ho zinatur da goundaoni eunn den e faoz ; rak rei a reont e guirionez ho mouez da lakaat diskar ar relijion hag ann Iliz enn eur voti evit ar re a ra brezel d’ezho. Ah ! diouallit! Ne c’heller ket beza salvet er meaz euz ar relijion hag euz ann Iliz katholik ; penaoz eta e fell d’heoc’h-hu mont d’ar baradoz mar troit gant ho enebourien ?





ar seitekvet devez a viz kerzu


SANT JUDIKAEL, ROUE BREIZ
————


Ar Zant-ma a ioa mab da Juthael, roue Breiz, hag a oue skoliet enn he vugaleach gant sant Gouenou ; eur paotrik fur ha devot oa dija d’ann oad-se. Goude maro he dad, ar rouantelez a deue d’ezhan dre vir, rak hen oa ar mab kosa ; mes he lezel a reaz gant he vamm hag