Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/859

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

mik devosion ne vankont morse da dostaat ouz ann daol zantel enn deiz-se. Ar Mabik Jezuz a deu er bed-ma he zaouarn leun a c’hrasou ; mar oc’h euz c’hoant eta da gaout ho lod euz ar grasou-ze, hastit affo netaat ho koustians dre eur gonfesion vad, hag it goudeze d’he reseo dre ar gommunion : ebarz er gommunion, dreist holl, e skuillo he c’hrasou varnhoc'h gant largentez.





ann naontekved devez a viz kerzu


SANT GASIAN, KENTA ESKOP TOUR
————
(Gouel ar Zant-ma a errue deac'h)


Gasian a oue digaset e Frans da brezeg ann Aviel gant ar pab sant Klemant, var a lavar lod, gant ar pab sant Fabian, var a lavar lod all : eskop oa dija d’ann ampoent. o veza erruet e Tour, e choazaz ar gear-ma hag ar broiou divar dro evel ann dachenn merket d’ezhan gant Doue evit he labouriou abostolik. Hogen, dre eno ann dud a ioa neuze goall droet var ann idolatri, ha n’oa ket eaz ho divoaza dioc’h ar c’hiz fall o doa kemeret var ar poent-se.

Ar Zant a boaniaz, da genta, da rei d’ezho da goumpren peger zot oant oc’h adori idolou great gant koat pe gant mean, gant aour pe gant arc’hant. Goudeze e tiskoueze d’ezho sklear n’ez euz ha ne c’helle beza nemed eunn Doue hebken, ha p’en deveze lakeat ar virionez-ma da bara splamm dirak daoulagad ho spered, e komze d’ezho erfin euz a vister ann Dreinded, euz a vister ann lnkarnasion hag euz a vister ar Redempsion. Evelse e lakeaz a nebeut a nebeut hiniennou anezho da zilezel servich ho doueou faoz.

Goulskoude ann darn vuia a jome ato aheurtet, hag ar re-ma a deuaz da veza kounnaret oc’h Gasian. Hen diskuill a rejont d’ar varnerien, hag ober a rejont d’ezhan goasa a c’helljont enn eur c’hourdrouz lamet he vuez diganthan. Neuze ar Zant a ieaz da guzat eur pennad da c'hortoz ma vije tremenet ar barr-arne a ioa savet azioc’h