Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/860

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

he benn. Epad ann amzer-ze, ec’h offerenne e toullou dindan ann douar hag eno ec’h asamble ive ar re en devoa dija gounezet d’ar feiz.

Meur a vech e renkaz tec’het evelse ; mes distrei a rea kerkent ha ma kave d’ezhan e veze soupleat ar sperejou, ha daou zra a reaz dezhan erfin beza treac’h d’he holl enebourien : ann daou zra-ze a oue he zantelez hag he viraklou.

Ar baianed n’oant ket evit miret da veza souezet o velet anezhan o iun ken aliez hag o pedi heb ehana. Biskoaz n’o doa anavezet eunn den ken humbl, ken distag he galoun dioc'h traou ar bed, ker rust outhan he-unan ha ken dous, ker pasiant e kenver he nesa. « — Sur, emezho, hema n’e ket henvel ouz ann dud all. »

Ar miraklou a rea Gasian a roe ive eunn nerz nevez d’he brezegennou. Ne oa klenved ebed ha ne c’hellje ket parea diouthan, hag evit kement-se he louzou ordinal oa sin ar groaz.

Dre ar burzudou-ze ha dre ar skouer euz he vuez santel ha pinijennuz, e teuaz a benn gant ann amzer da c'hounit ar c'halounou ar re galeta. Daou euz ar re a ioa bet ar muia enn he enep en em lakeaz e renk he ziskibien, ha divar neuze niver ar re-ma a greskaz a zeiz da zeiz.

Ar Zant a zavaz evitho eiz iliz vihan, ken e Tour, ken er bourkou divar dro. Enn ilizou-ze e teske d’ezho kana meuleudiou ann Aotrou Doue, e krenvea anezho er feiz dre he zarmouniou, hag e vage ho eneou dre ar zakramanchou. Lakaat a eure ive ober eur vered er meaz euz a gear evit enterri korfou ar gristenien ; rag difenn a ioa, a berz ann impalaered, d’ho enterri e diabarz ar c’heariou.

Gasian a ioa dija oajet-braz pa blijaz gant Doue he c’helver davethan. Eunn nozvez, hor Zalver Jezuz-Krist hen dihunaz a greiz he gousk, hag a lavaraz d’ezhan edot ouz he c’hortoz er baradoz. Kounta a reer zoken e oue kommuniet dre zaouarn hor Zalver. Mervel a eure e peoc’h d’ann trivac’h a viz kerzu, goude beza prezeget ann Aviel e Tour hag er broiou divar dro epad tost da