Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/864

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann unan var'nn ugent a viz kerzu


SANT THOMAS, ABOSTOL
————


Thomas a ioa ginidik euz ar Galilee, hag a heuliaz hor Zalver azalek ar blavez kenta ma’c’h en em lakeaz da brezeg ann Aviel dre ar Judee. Ann henor en devoue da veza choazet evit unan euz ann daouzek abostol, ha din oa euz ann henor-ze dre ar garantez vraz en doa evit he Vestr. Pa falvezaz d’hor Zalver mont da Vethanii da rei adarre ar vuez d’he vignoun Lazar a ioa nevez maro, ann diskibien all hen dizaliaz da vont di, enn eur lavaret : « — N’euz ket pell e klaske ar Iuzevien ho laza a daoliou mein, hag e fell d’ehoc’h distrei dioc’htu enn ho zouez ? » Mes Jezuz a respountaz : « Deomp ato ha kerkent Thomas a lavaraz d’ann diskibien all : « — Deomp, ni ive, evit mervel asambles gant hor Mestr. »

Epad ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, hor Zalver a gomzaz outho evelhenn : « — Mont a rann d’ho kuitaat ; mes dont a rinn enn dro d’ho kerc’hat evit ho kas ganen d’al leac’h ma vezin va-unan. Rag gouzout a rit da be leac’h ez ann hag anaout a rit ann hent » Thomas a lavaraz raktal : « — Ne c’houzomp ket da be leac’h ez it ; penaoz eta e c’hellfemp-ni anaout ann hent ? » Neuze Jesuz a roaz d’ezhan ar respount kaer-ma : « — Me eo ann hent, ar virionez hag ar vuez. Den ne c’hell mont da gaout va Zad nemed dreizon-me. »

Enn deiz m’oa savet euz a varo da veo, hor Zalver en em ziskouezaz d’he ziskibien dioc'h ann noz, enn eur lavaret d’ezho : « — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Hogen, Thomas n’edo ket d’ann ampoent asambles gant ann diskibien all. Goulskoude ar re-ma a oue mall gantho mont da gounta d’ezhan ar pez a ioa erruet. « — Guelet on euz hor Mestr, » emezho. Mes Thomas a respountaz : « — Ne gredann ket ac’hanhoc’h, ha ne gredinn ket zoken ken na’m bezo guelet toullou ann tachou