Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/866

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

digaset ac’hano da Edes, ha goudeze darn euz he relegou a oue roet da veur a iliz all.


SONJIT ERVAD

Dre eunn taol euz a Brovidans Doue eo n’en em gavaz ket sant Thomas asambles gant ann diskibien all ar vech genta ma’c’h en em ziskouezaz hor Zalver dirazho goude m’oa savet euz a varo da veo. Kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vijemp-ni startoc’h enn hor feiz. A dra zur, testeni ann ebestel all hag hini ar gragez santel a ioa aoualc’h evit ober d’eomp kredi oa deuet Jezuz-Krist euz he vez leun a vuez. Mes testeni sant Thomas a ro eunn nerz nevez d’hor c’hredenn. Sant Thomas en doa lavaret : « — Ken n’am bezo guelet toullou ann tachou enn he zaouarn ha lakeat va biz enn toullou-ze hag er gouli euz he gostez, me ne gredinn ket. » Mad, he c’houlenn a oue roet d’ezhan. Guelet a reaz toullou ann tachou e daouarn he Vestr, hag ar gouli euz he gostez digor, ha lakaat a c’hellaz he viz ennho. Piou ac’hanomp a c'hellfe diskredi pe doueti goudeze ne ve savet e guirionez hor Zalver Jezuz-Krist euz a varo da veo ?





ann eil devez var'nn ugent a viz kerzu


SANT FLAVIAN, MERZER
————


Flavian a ioa ganet e Rom, hag a resevaz enn he iaouankiz eunn deskadurez vad ha kristen ; rak he dud a ioa tud a feiz hag a zoujans Doue, petra bennag ma’z oant ive tud pinvidik hag a lignez huel. Pa oue enn oad da fortunia, e timezaz da zantez Dafroza hag e teuaz da veza tad da zantez Bibiana ha da zantez Demetrii. Ann impalaer Konstantin, oc’h anaout he virit hag he furnez, a hanvaz anezhan da brefet e Rom. Hogen, ebarz er garg-se, e renaz eur vuez ker santel hag e oue ken truezuz e kenver ar paour ma’z oa istimet, karet ha respetet gant ann holl.

Mes, etre daou, e varvaz ann impalaer Konstantin, ha Konstans, he vab, o veza troet gant ann Arianed, en em lakeaz da ober brezel d’ar gristenien gatholik. Ann impalaer-ze ne espernaz netra evit gounit Flavian ; mes koll a eure he boan hag he amzer, hag ar prefet kalounek a