Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/873

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ar pemped var'nn ugent a viz kerzu


GINIVELEZ HOR ZALVER JEZUZ-KRIST
————


Setu ama petra verk ann Iliz, divar benn ar gouel hirio, el levr m’ema ennhan hanoiou ar Zent a dle beza henoret gant ann dud fidel :

« Er bloaz pemp mil naontek ha nao-ugent abaoue m’oa krouet ar bed ha m’en devoa Doue great euz a netra ann env hag ann douar ; er bloaz daou vil nao c’hant seiz hag hanter-kant abaoue ann dour diluch ; er bloaz daou vil pemzek abaoue m’oa ganet Abraham ; er bloaz mil pemp kant dek abaoue Moizes hag abaoue m’oa deuet ar bobl a Israel euz ann Ejipt ; er bloaz mil daou ha tregont abaoue m’oa bet David sakret roue ; er pemped ha tri-ugent euz ar zizuniou m’en doa ar prophet Daniel great kaoz anezho ; er bloaz seiz kant daou hag hanter-kant abaoue m’oa bet lakeat ar mean kenta euz a gear Rom, enn eil blavez ha daou-ugent abaoue m’edo var ann tron ann impalaer Oktav-Aogust ; ar bed holl o veza e peoc'h hag o ren he c’houec’hved amzer : Jezuz-Krist, Doue a holl-viskoaz ha Mab d’ann Tad a zo a holl-viskoaz, o fallout d’ezhan