Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/874

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

santifia ar bed dre he zonedigez santel, a zo ganet evel den euz ar Verc’hez Vari, e Bethleem kear Juda, nao miz goude m’oa bet konsevet dre vertuz ar Spered-Santel. »

Ann impalaer Aogust, o veza c’hoanteat gouzout ped den a ioa enn he rouantelez, a roaz urs d’he holl zujidi, goazed ha merc’hed, da vont da lakaat ho hano var rollou ar c'houarnamant. Ann hanoiou a dlie beza kemeret dre lignez pe dre vouenn dud, hag el leac’h m’oa bet al lignez pe ar vouenn dud-se o chom da genta. Hogen, Joseph ha Mari a ioa ho daou euz a lignez ar roue David, hag al lignez-ma a deue euz a Vethleem ; red e oue d’ezho eta mont di da lakaat ho hano petra bennag m’edont o chom e Nazareth.

Mes, pa errujont, ez oa dija kement a dud enn ho raok ma ne gavchont ket a blas enn hostaliriou. Kavet o devije marteze m’o devije bet arc’hant braz ; mes n’o devoa ket, hag abalamour da ze e renkchont klask repu enn eur c’havarn a ioa e kichenik kear hag a zerviche da graou d’al loaned. Eunn ejenn hag eunn azenn a ioa ennhan d’ann ampoent, ha kolo ha foenn a ioa ive.

Goulskoude ar Verc’hez a ioa deuet he zermen, hag er c’havarn pe er c’hoz kraou-ze eo e c’hanaz, e kreiz ann noz hag heb poan ebed, ann hini m’o devoa ar batriarched, ar bropheted hag ann holl dud just euz al lezenn goz huanadet kement oc'h he c'hortoz, ann hini m’edo ann holl boblou euz ann douar var c’hed anezhan, hor Zalver Jezuz-Krist, guir Vab Doue en em c’hreat den evidomp. Kaloun Mari a zridaz gant eur joa santel pa velaz erfin dirak he daoulagad ar c’hrouadur a zouge nao miz a ioa. He adori a eure gant respet, ha goudeze her mailluraz hag hen lakeaz da c’hourvez enn eul laouer goat var eur guchenn foenn pe golo.

Epad ann amzer-ze, ez oa pastored var zao tost da Vethleem o tiouall ho denved. Hogen, enn eunn taol kount, ar bastored-ma a remerkaz eunn eal enn ho c'hichen hag eur sklerijenn euz ann env o para enn dro d’ezho, ha setu hi da gemeret aoun ken a grenent. Mes ann eal a lavaraz d’ezho : « — N’o pezet aoun ebed ; rak