Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/889

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

treac'h e vezo d'ar gaou ha d'ar fallagriez, rak hor Zalver a zo hac a jomo ganthi beteg fin ar bed.





ann unan ha tregont a viz kerzu


SANT SILVESTR, PAB
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue skoliet gant eur belek devot, he hano Sirin. Kemeret a eure skouer dioc’h ar belek-se, hag he vrasa plijadur, pa oue mestr d’ezhan he-unan, oa loja ann divroidi a deue da bardouna var beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol, Unan euz ar bardounerien-ma o veza bet merzeriet ; Silvestr a enterraz he gorf gant respet. hag abalamour da ze e oue taolet er prizoun dre urs ar gouarner. Mes ar gouarner a varvaz he-unan antronoz, ha raktal e oue laosket ar prizounier da redet.

D’ann oad a dregont vloaz, e oue beleget gant ar pab sant Marsellin, ha goude maro ar pab sant Melkiad, e oue choazet evit delc’her he blas. Ann impalaer Konstantin en doa dija roet ar peoc’h d’ann Iliz, dre anaoudegez vad evit ar viktor gaer en doa gounezet var ann impalaer Maksans gant sikour Doue ar gristenien ; mes n’oa ket c’hoaz kristen he-unan. A hent all, ann impalaer-ze ne jome ket ato e Rom, ha pa ne veze ket eno, ar baianed a ioa e karg a gendalc’he da voall-gas ann dud fidel evel diagent. Setu ar pez a reaz d'ar pab nevez kuitaat Rom dre guz evit en em denn seiz leo ac’hano var menez Sorakt.

Etre daou, Konstantin en devoa trec’het he holl enebourien hag a ioa distroet da Rom ; mes er memes amzer e oue goloet he gorf gant eul lorgnez heuzuz, hag ar vedisined paian a lavaraz d’ezhan e renke, evit parea dioc’h ar c’hlenved-se, en em voalc’hi e goad bugaligou vihan. Meur a grouadur a vije bet red da laza evit ann dra-ze, hag ann impalaer n’en devoue ket ar galoun da ober kement all : respount a eure oa guell ganthan mervel.