Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/891

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

bloaz-ma ; marteze oc’h bet meur a vech e stad a bec’hed marvel : ma vijac’h marvet er stad-se, e pe leac’h e vijac’h-hu brema ? Goulennit pardoun digant Doue, euz a greiz ho kaloun, euz ann holl bec’hejou m'oc'h kouezet ennho epad ar bloaz tremenet ; trugarekait anezhan evit ann holl grasou oc’h euz resevet diganthan, ha lakit ho poan d’he zervicha guelloc’h epad ar bloaz a zeu, ha da veilla varnhoc’h gant muioch a evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed. Mar c’hoantait, e guirionez, kreski hoc’h aket da labourat evit ho silvidigez, sonjit aliez er maro, ha tremenit ar bloaz ha peb devez anezhan ec’hiz pa dlefent beza ar re ziveza euz ho puez.

FIN