Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/897

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
889
ar plac’h euruz jeann d’arc, guerc’hez orléans

ha stlejet dirak al lesvarn. Kement torfet so a rebecher d’ezhi nemed unan : den na gredaz lavaret n’e doa ket bet eur vuez pur, hag hi, heb klemm a c’houzanv pep tra evit Jesus.

Ar proses a zo great gant barnerien disleal, guerzet d’ar Zaozon, hag ar verc’hez iaouank dous ha didammal a zo kondaonet da veza devet. Kennerzet gant ar gomunion zantel, a c’houlenne keit a oa ; he daoulagad o para var groaz hor Zalver savet dirazhi ha var he muzellou an hano zantel a Jesus, Jeann d’Arc a nijaz d’ar baradoz d’an tregont a viz mae 1431. N’e doa ket c’hoaz ugent vloaz.

Jeann e doa bet atao kalz a garantez evit an iliz katholik ; meur a vech epad he froses e c’houlennaz beza barnet ganthi, hag ar Pap Callixte III, pevar bloaz var-n-ugent goude he maro, a talvezaz d’ezhan adober ar proses kenta. Torret oue ar varnidigez hag ar Verc’hez iaouank diskleriet didammal e pep tra.

Gant an amzer ar brud deuz he zantelez a ie dre ar bed hag er bloaz 1869 oll Eskibien Frans a c’houlennaz digant Pi IX renta da Jeann an enor a zo dleet d’an Dud Euruz. Hon Tad santel ar Pap Pi X goude eun enklask piz var gement tra e deuz lavaret Jeann, pe skrivet pe great epad he buez ha goude eun enklask pisoc’h c’hoaz var ar miraklou diveza e deuz great a lakeaz anezhi e renk an Dud Euruz d’an divrac’h a viz ebrel 1909.

Breman tud bro Frans a c’hell sevel d’ezhi aoteriou, ha goulen diganthi gant fizianz, evel ar Pap he-unan, savetei hor bro a nevez. Mall on deuz da c’hellet lavaret : Santez Jeann d’Arc, pedit evidomp.


————