Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/898

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
890
sant jean-baptiste de la salle


ar bemzek a viz mae


Sant Jean Baptiste de la Salle
————


Jean Baptiste de la Salle a zo ganet e Reims an tregont a viz ebrel 1651 hag he gerent a oa deuz eul lignez vraz ha brudet. Azalek he vugaleach e roaz da anaout dre he vuez santel ha pur ez oa galvet gant Doue en he zervich hag e tlie beza, eun devez, brudet dre he zantelez. E skolaj braz Reims eo e reaz he studi penn-da-benn hag epad an amzer-ze, daoust ma oa karet gant an oll abalamour d’he zousder ha d’he vadelez, ne garie ket beza assamblez gant ar skolaerien all deuz he oad. Guelloc’ho e kave beza he-unan, a gostez e neun tu bennag evit beza muioc’h gant Doue.

Abred e oue lakeat etouez an dud a iliz ha d’he c’houezek vloaz e oa dija chaloni deuz iliz Reims. Goudeze ez eaz da Baris da seminer Sant Sulpice, hag e skol vraz ar Sorbonn e teskaz ar skianchou sakr.

Heb dale koulskoude e kollaz he gerent hag e rankaz distrei d’ar gear. Ganthan eo e reaz he vreudeur iaouank ho studi neuze epad ma kendac’he he-unan studia ar skianchou zakr gant kement a aket ma teuaz da veza habil braz, evel ma tiskouezaz divezatoc’h.

Erfin e oue beleget hag epad an nemorant deuz he vuez e tiskouezaz, deuz an aoter epad an oferen, ar memez feiz hag ar memez devosion a velet ennhan en deveziou kenta. Neuze eo e santaz he galon entanet gant ar c’hoant da labourat evit zilvidigez an eneou ha ne espernaz mui netra evit ober vad d’ezho.

Da genta e kemeraz ar garg deuz sœurezed ar Mabig Jesus, eun urz hag a oa bet savet evit ober skol d’ar baotrezed vian. Ho ren a reaz gant kalz a furnez ha bet eo evitho eun tad hag eun difennour. Goudeze e troaz ar c’hoant en doa da c’hounit eneou da Zoue varzu ar vugale