Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/901

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
893
an den euruz charles bleiz


E kreiz freuz ar brezel an duk Charles a zalc’haz mad atao d’ar vuez santel a rene araok : dougen a rea eur porpont reun dindan he zillad kaer hag he gorf a starde gant eur c’houriz great gant meur a gorden voan skoulmou kalet ennho ; kousket rea var ar c’halet ha beteg fin he vuez e kastizaz he gorf evit beza henvel ouz hor Zalver Jesus-Christ. Evel ma oa deread da eur prins kristen ober, lakad a reaz he vro hag en em lakad a reaz he-unan dindan galloud an Hini a zo Roue ar rouaned ha Mestr ar re a ren ar re all, ha ne espernaz netra evit kreski gloar an Aotrou Doue : kaerad ar relijion, an ilizou nevez, rei an dorn d’ar veleien ha d’ar venac’h evit ober vad, beza aketuz var dro ar re glanv, mont d’ho guelet en hospitaliou, rei he zillad d’ar beorien e noaz, ingala etrezho ar boued guella a vije lakeat dirazhan ha tremen he-unan gant netra koulz lavaret, setu aze ar pez a rea peurvuia pa ne vije ket er vrezel.

Eun difennour oa ive hag eun tad evit an intanvezed hag an emzivaded, ha kement e karie ar justis hag al lealdet ma klaske atao ar varnerien etouez ar re a oa anavezet dreist ar re all dre ho lealdet hag ho buez direbech.

An amzer a jome ganthan goude beza great he labourou a roe d’ar beden ha netra na rea kement a blijadur d’ezhan eget lenn al levoiou zakr pe gaozeal ha klevet komz divar benn traou zantel. Karet a rea mont d’ar zantleiou, e pelerinaj, diarc’hen hag aliez he dreid leur a c’hoad, ha var he lerc’h e leze atao, e prof, traou kaer evit an ilizou-ze. Aliez e veze o sakamant, ha gant kement a zevosion hag a humilite, ma reseve ar gommunion zantel stouet d’an douar hag an daelou en he zaoulagad.

E kreiz ar goaleuriou a zo bet kouezet aliez varnhan ha var he dud a vrezel, ne golle morse he nerz kalon hag atao e lavare : « Ra vezo benniget Doue e pep tra », hag epad ar c’huec’h vloaz a dremenaz er prizon e Bro-Zaoz, goapeet gant he enebourien ha goasket a bep tu, ne oue klevet morse eur glemmaden ganthan.