Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/94

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

remerkaz etouez ar bobl tud a ioa diredet da reseo he vennoz, ha setu hen ha goulenn outhi ha n’e devoa ket a c’hoant da gemeret Jezuz-Krist da bried. « — Eo avad, eme ar plac’hik, pell zo n’em euz ken c’hoant nemed hennez. »

Neuze Jermen a gasaz anezhi ganthan d’ann iliz, hag epad m’edot o kana gousperou, e talc’haz he zorn deou astennet azioc’h he fenn a vel d’ann holl dud fidel. Antronoz e c’houlennaz outhi adarre : « — Ac’hanta, va merc’h, sonj oc’h euz euz ar pez oc’h euz lavaret d’inn deac’h ? » « — Ia, sonj am euz, eme Jenovefa, ha gant gras Doue ha sikour ho pedennou, e talc’hinn mad d’am ger. »

D’ann ampoent, ann eskop santel a velaz var ann douar eur vetalennik koueur hag a ioa eur groaz varnhi. Raktal e tastumaz ar vetalennik-se, hag e roaz anezhi d’ar plac’hik enn eur lavaret : « — Lakit houma enn dro d’ho kouzoug, hag hiviziken ne zougit mui nag aour, nag arc’hant, na perlez : rak ma karit braoigou ar bed, n’o pezo ket a berz eunn deiz e gloar ann env. » D’ar mare-ze, Jenovefa a c’helle beza dek pe unnek vloaz.

D’ann oad a bevarzek vloaz, e kemeraz voal ar guerc’hezed, ha goude maro he zad hag he mamm, ez eaz da jom da Baris, da di he maerounez. Eno e lugernaz evel ann heol dre ar zantelez euz he buez, ha dre ann nerz euz he chomzou e c’houeze e kalounou ann holl ann tan euz a garantez Doue.

He holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi ; da zadorn da noz ne d-ea morse da gousket, hag araok Pask e rea bep bloaz eur retred hag a bade azalek gouel ar Rouanez betek ar Iaou Gamblid. Ne zebre nemed diou vech er zizun, da zul ha da iaou, ha c’hoaz ar pez a zebre ne oa nemed eunn tamm bara heiz gant eunn nebeut fa poazet enn dour pemzek dez araok. Evelse iunaz betek ann oad a hanter-kant vloaz. Neuze, dre ali ann eskibien, rak ouz ar re-ma e sente ato, e kounzantaz dibri pesked hag eva eur banne leaz bennag ; mes biskoaz ne falvezaz d’ezhi dibri kig nag eva guin.