Goulskoude tud aviuz ha fallakr a gavaz abeg enn eur vuez ker santel ha ker pinijennuz. Lavaret a rejont a bep seurt traou euz a Jenovefa. Ne oa, emezho, nemed eur fals devodez, guenn dioc’h ann dianveaz, ha ken du hag ann diaoul dioc’h ann diabarz. Mes sant Jermen a dremenaz adarre dre Baris enn eur vont da Vro-Zaoz evit ann eil guech, hag a stankaz ho ginou d’ann dud-se enn eur ziskouez sklear d’ar bobl ha d’ezho ho-unan ne oa nemed gevier oc’h ho heul.
Er bloaz 451, ar roue Attila, leshanvet Goalenn Doue, a zaillaz var douar Frans gant eunn arme a bemp pe c’houec’h kant mil den, enn eur lakaat ar goad da ruill hag ann tan e peb tra dre gement leac’h ma tremene. Paris a ioa var he hent, hag ar Barizianed o doa aoun ken a grenent. Jenovefa a lavaraz d’ezho n’o devije drouk ebed mar karjent goulenn sikour digant Doue dre ar iun hag ar bedenn. Lod a gredaz anezhi, mes lod all ive a reaz fae var he c’homzou. Hogen ar pez e devoa lavaret a erruaz : Attila a ieaz var he giz ha Paris a oue espernet. Ann holl a anavezaz raktal oant dleourien euz ar c’hras-se da c’halloud ar Zantez dirak Doue.
Pemp pe c’houec’h vloaz goude, ar Barizianed a oue goasket enn eunn doare all : ar gernez a ioa e kear, ha meur a hini a ioa dija maro gant ann naoun. Mes Jenovefa a ia d’ar c’heariou all da glask ed da ober bara, hag a benn eun nebeut amzer e teu enn dro gant unnek bag vraz karget a c’hreun. Evelse e saveteaz ho buez da gement a dud ma ne c’houfet ho niveri.
Epad ar veach-se e reaz eur maread miraklou, hag ann dra-ma a greskaz muioc’h-mui ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithi. Ar rouaned ho-unan a zente outhi aliez ; obten a eure gras digantho evit meur a dorfetour koundaonet d’ar maro, hag hi eo a lakeaz ar roue Klovis da zevel eunn iliz gaer enn henor d’ann ebestel sant Per ha sant Paol. Mes e kreiz ar stad a reat anezhi Jenovefa a ioa bepred humbl evel eur c’hrouadur.
Beva a reaz betek ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent pe var dro, hag he maro euruz a erruaz er bloaz 512.