Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


OTRE, PE APPROBASION


Aotrou Eskop Guened


Euz a Bloermel, 2 Gouere 1889.


Va Zad enoruz,

A greis kalon e teuan, goude beza lennet ar skrit digaset din aberz an aotrou Arc’hbelek, person Pontivy, skrit leun euz ho meuleudi, da approuvi al levr talvoudeg oc’h eus laket moulla. Ra c’hello al levr-ze, skignet dre va Eskopti, deski hent ar silvidigez dre genteliou great evit plijout. Ho trugarekat a ran da veza roet da anaout, varlerc’h ken aliez a hini all, pe ger pinvidig ha pe ger kaer eo iez hor bro. Greomp hor gallout evit miret feiz hon tadou, ho doareou, ho lavariou fur, ho giziou mad hag ho iez.

Va Zad enoruz, en eur ho meuli a greis kalon, e roan deoc’h va bennoz a Eskob, hag hoc’h asuran ez oun meurbet douget evidoc’h en hor Zalver J.-C. — Unanomp hor pedennou.


Ian-Vari,

Eskop Guened.