Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

zistroont d’an douar her c’hanont adarre, hag ive var ho labour pa deu ar mor da veza rust. Evelse ar vugale a voar abred an himn-ze d’ar Verc’hez.

Ar potrik bihan gouscoude, gant an amzer a ioa eat skuis var he zaoulin o pidi, hag a vouele, ha neuze riou en doa, rak n’oa ket tom an amzer neuze, dreist oll pa deue an noz. Setu neuze an daou gosa, a ioa tom dezho o rouenvat, o tivisca peb a zae, hag oc’h ho lacat en dro d’an hini bian evit miret n’en divije riou ha ma c’helje kendelc’her da bidi. Tremen a rejont evelse ar pardaez hag an noz oll. Peleac’h oant-hi bet ? Bete pegeit oant-hi bet poulzet gant ar mor ? Ne vouient ket, ha den n’her goar. Ar pez a c’houzeur eo ar mare kenta goude m’oant eat euz an enez n’ho digasas ket en dro evel ma c’heller cridi e raje ; ne vouent digaset d’an douar nemet gant an eil mare, da lavarat eo antronos vintin pa voa dija pell an deiz, ha caset e vouent da zouara, larcoc’h en douar braz, peder pe bemp leo dioc’h beg an douar, eleac’h ma zeo sioul ar mor ha dizanjer, nemet da viana goal amzer a ve ; hogen en derveziou-ze oa brao an amzer.

Pa o devoa eta gallet cas ho bagik beteg an aod, ha disken en douar, e voue great eun digemer mad dezho gant an arvoris ; ha pa voue clevet gantho a belec’h oant ha petra a ioa c’hoarvezet gantho, an oll a ioa paravia o clask gouzout piou a raje muia stad anezho. Ar vugale-ze, e c’hellit cridi, a ioa skuis maro, ha dare gant an naoun. Tremen peder heur var-n-ugent a ioa n’o doa bet tam, hag edont o poania var ar mor, o rouenvat hag o pidi. Ama e voue roet dezho da zibri ha da efa, hag e vouent laket da gousket e gueleou mad, hag evel n’ho c’havet ket c’hoas diskuizet mad antronos vintin, ne dejot ket d’ho c’has d’ar gær d’ar iaou ; d’ar guener