Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

Epad ma edo an tad hag ar vam en nec’hamant-ze, Jul a lavaraz adarre eun dervez d’he vam :

— Va mam, ne ket ar medesin-ze na medesin all ebet eo a gaso va c’hlenvet kuit. Ar Verc’hez Vari eo ani fareo. Casit ac’hanon da roc’hel Lourd, hag e velot e vezin pareet eno ; me voar avoalc’h.

Ar vam a lavaras kementse d’he fried, hag hema a respontas dioc’htu :

— N’eus ket da chipotal ; red eo he gas da Lourd, hag ar c’henta’r guella.

Tad ar bugel ma comzomp anezhan n’en doa ket a feiz. Ar burzudou a gleve comz anezho a ioa marvaillou evithan. Ne grede ket e teuje Doue d’en em emel euz ar pez a dremen var an douar. Pa lavare eta evelse dioc’htu cas he vap da Lourd, ne ket m’en divije fizians d’he velet o parea dre vurzud. Esper en doa epken, o cas he vugel da ober eur veach c’hoanteat ganthan, da velet he speret o laouenaat, ha dre al laouenidigez-ze marteze ive d’he velet o vellaat a hent all. Cridi avad e vije pareet he vap dezhan, dioc’htu, en eun taol, ar zonch-ze a voa pell diouthan.

Edot neuze en derveziou kenta a vis c’huevrer, hag an amzer a ioa criz. Hogen an distera goal amzer a vije avoalc’h evit peurgas ar bugel paour. Red e voue eta gortoz eun nebeut.

D’an daouzeg a vis c’huevrer an amzer a ioa caer ha clouar. An tad a ieaz en hent gant he vugel. Kemeret a rejont an hent houarn bete kaer Tarb.

Epad ar veach Jul a ioa laouen bras. Leun oa a feiz ; n’en doa douetans ebet na vije pareet. Bep en amzer e lavare d’he dad :

— Va zad, pareet e vin ; c’hui velo. Meur a hini all so bet pareet c’hoas ; perak ne ven-me ket ? Ar Verc’hez Vari am fareo.