Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

doa adarre nevezet he feiz hag he fizians e Doue. Doue ep mar, a felle dezhan rei dezhan da anaout ne vele mad nemet dre eun taol euz he c’hras hag euz he vadelez.


Eur pare burzuduz all.

Eun den, carget da zioual eur glouet var hent houarn ar c’hreisdeiz, a lavar evelen penauz eo bet pareet e Lourd.

« Ato oun bet cre ; mes labourou hir ha goal amzer a zigasas din, brema ez eus tremen seis mis, eur boan hag a vire ouzin da finval. Ar medesin a lavare oa eur Rhem padus. Tri miz e chomis var va guele ep gallout finval. Pa falveze din finval eur c’har, e c’halven va fried pe unan eus va bugale vian pehini a zave var va guele evit va zrei. Va foan a ioa cris meurbet. Erfin ec’h ellis sevel ha bale var bouez branellou ; hogen poan am boa ha va zreid ne deant nemet a stlej.

Digar oa va stad ; netra nemet va labour da veva, ha dervez labour ebet. Va greg a c’hounit dek lur er miz er gloued. Tri bugel on eus, bihan ho zri. Eun dervez e c’houlennent bara, ha ne voa ket da rei dezho… Setu bete pegeit oan eat! Muioc’h a c’hoad fall a rea din ar guel anezho eget va foan. Tud vad o deus va zicouret… An Aotrou’n abad a roe din bouillons ha bep en amzer eur pez a eis real a veze cavet buan implich dezhan. Euz ar c’hastel em eus bet keuneut hed ar goanv, hag abaoue pell ann hini zo e penn ar stasion a ro din bara. Anez, petra vijemp-ni deut da veza ? Ah ! ne ket poan zo manket din !…

Abaoue tri miz eta e zean er meaz avechou. Eur mestr cantonier hag a lenn liziri Breuriez ar Feiz