Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/137

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —

Ar plac’hed iaouank a zride pa her c’hlevent ; an dud iaouang a lavare e voa an dorn-ze a velent o vont hag o tont ker scanv var an delen, cre avoalc’h evit dougen ar c’hleze couls ha soudard ebet, ha difen ar vro mar bije ezom.

Ar bars coz ha n’en doa hen caret morse nemet he delen ? Ne ouzon ket. N’oa ket bet demezet. Gouscoude bep bloas, da noz an anaoun, ez ea da zaoulina var eur bez er vered, hag e tenne euz he delen an toniou ar re druezusa, toniou goest da lacat ar re varo da zridal en ho bez.

Karl a ioa bet eur potr stard. Brema c’hoas, pa deue ar botred iaouank da choarzin d’he vleo guenn ha d’he varo hir ha rouestlet, e save sounn en he za, e talc’he he benn seder ; he zaoulagad a daole c’hoas tan, hag e tiskueze sclear e tiskenne euz eur vouenn dud hag o devoa gouezet mania ar c’hleze couls hag an delen, hag ober ho dever var eun dachen vrezel couls hag en eul leur nevez.

Hogen brema Karl n’en em zerviche euz he delen nemet evit goulen eun tam bara. — Ar bars paour a jome azezet oc’h ar c’hleuz, tenval he benn ha mantret he galon.

An taol diveza euz an Angelus a scoe, hag eun diveza beraden daelou a ziredaz a hed boc’h ar bars kez.

Goudeze, evel pa en divije son an Angelus dihunet en he ene ar zonch euz a zevosionou he vugaleach, e savaz, ez eas da eur chapel a ioa eno a dost, e taoulinas var dreuzou ar chapel, hag o sellet truezuz oc’h imach ar Verc’hez, a ioa en dro dezhan diamanchou ha perlez roet gant rouanet, e lavaraz en eur vouela puil :

— Guerc’hez santel, ne c’houlennit digant ar vleunen nement he c’hoez mad, digant al labous nemet