Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —

he c’horf oc’h en em zistenna ; sevel a ra en he za en eur loskel eur griaden hag en em daol d’an daoulin evit pidi Doue.

An oll a voue souezet hag en em lakeas da scuilla daelou a laouenidigez.

Ar c’hoar a dosteaz oc’h Alina hag a c’houlennaz outhi goustadik :

— Pareet out ?

— Ia, pare oun.

— Sevel a ri d’an Aviel ?

— Ia, ia, sevel a rin.

E guirionez sevel a reas d’an Aviel, ha goudeze ez eaz adarre d’an daoulin. An daelou ne eanjont da redeg epad ar rest euz an oferen. Pa voa echu, beleg ar gouent a dosteaz oc’h ao. Person ar Spernen, hag a lavaras dezhan goustadik : pareet eo !

An Aotrou person a reaz eur scrijaden hag a zistroaz oc’h Alina :

— Mar doc’h pare, emezhan, savit ha tostait ama da drugarecat ar Verc’hez.

Ar plac’h iaouang a zavas dioc’htu hag a ieas dileber da zaoulina var diri an aoter.

An Aotrou person, en he laouenidigez ne c’hellas ket miret da gomans an Te Deum, a voue canet gant an oll petra bennak ma crene ho moueziou.

Aotrou Person ar Spernen a reaz eur proces verbal euz ar pare burzudus-ze ha kement a ioa eno a sinas varnezhan, beteg ar charretour. Den ne ziskuezas mui he joa hag he zouez eget ar charretour-ze hag an tavarniour ma en doa laket ar c’har en he di. Eno Alina a zebras chasun eun tam bouet : seiz vloaz a ioa ne doa cavet bouet ebet blazet mad.

An tavarniour a ioa clanv he c’hreg, a lakeaz Alina da vont d’he guelet hag a lavaras dezhi :