« Han ! ma pefe feiz evel houma, e c’helfez beza pareet ive eveldhi.
N’em eus ket izom da lavaret pebez laouenidigez a voue e couent Itron-Varia ar seiz cleze pa zigoueze Alina er gær. Ne ket epken tud ar gouent, mes c’hoaz an oll amezeien divar dro a felle dezho he guelet ha kemeret perz er c’hras e devoa bet. Mont a reas goudeze d’en em ziskuez d’ar medisin en devoa he louzaouet, evit rei dezhan da velet gant he zaoulagad pebez gallout ha pebez madelez e deus mam Doue.
Alina zo iac’h pesk abaoue.
Ar c’his d’ar goas da lacat eur voalen pe eur bizaou var bez ar vaouez, pa eureujont, a zo, evit doare, coz meurbet.
Ervez an dud gouezieg, ar c’his-ze a ioa etouez pobl Doue araok ma teuaz hor Zalver var an douar. An iliz, evel a c’houzer, ne deus ket condaonet an oll giziou e deus cavet. Ar giziou mad a ioa araog al lezen gristen, e deuz ho dalc’het ha savet pedennou evit ho bennigen hag ho sanctifia. Setu ar pez e deus great evit ar voalen a eured.
Ar voalen laket gant sant Joseph, deiz he eured, var bez ar Verc’hez glorius Vari, a zo en eur gear euz an Itali. Setu da viana petra lavar eur scrifagner a zo o ren eur gazeten c’halleg hanvet Le Clocher. Ar scrifagner-ze eo Ian Labous, eur breton, anavezet evit eur c’hristen mad, eun den a skiant, goueziec,