Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/158

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

baour nemet goela, ha ne devoa da rei d’he bugel nemet eun tam creunn seac’h.

Ar verc’hig, pehini a voa bet boas da gaout bouet c’hoec bete neuze, a gave kerse, hag e divije bet caret caout eun dra bennag all ouspen he bara. Mes evel ma vele ne rea he mam nemet goela, ne grede ket en em glem, hag e tebre he zam bara zeac’h ep lavaret ger. Tremen a reaz evelse tri dervez, ha bemdez he mam he lakea da lavaret he fedennou noz ha mintin. Ar pevare dervez, pa edo o lavaret he Fater, pe mar kirit he mam o lavaret he Fater dezhi, edo gant hon Tad pehini so en env. Pa voue arruet gant ar c’homzou-ma : Roit deomp hirio hor bara pemdeziec, ar verc’h a zistroas oc’h he mam :

— Va mam, arabat eo din goulen eun dra bennag gant va bara ?

Ar vama vou e sebezet o clevet ar goulen-ze, mes evel ma zoa leun a feiz, e teuas da zonch dizi eus a vadelez an Aotrou Doue, hag e lavaras d’he merc’h :

— Eo, va merc’h, goulen a ellit ; c’hui a zo dibec’h, ha Doue a silaouo ho peden.

Ar verc’hig a c’houlennaz eta eun dra bennag da zibri gant he bara, hag he mouez a voue clevet en env. An dervez-ze zoken araog an noz, e teuaz eun dijentil da skei var dor ar gampr ha da c’houlen coms oc’h ar vam glac’haret-ma. Lavaret a reas dezhi :

« Me am boa bet antercant mil lur digant ho pried, ha ne felle ket din ho renta dezhan. Evel n’oa ket a baperiou, ne alle ket va c’hontragn d’ho rei. Mes hirio eus scoet eun taol em c’halon, o sonjal ne allan ket savetei va ene en eur zerc’hel ar pez ne ket din. Dalit, setu aze dec mil lur, hag eur paper evit diskuez e tlean deoc’h daou ugent mil lur all, hag an daou ugent mil lur-ze a zigasin deoc’h kenta ma c’hellin. »